Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

« War gement-man, eme zantez Thereza, an Aotrou-Doue ne zigas morse poan e-bed d’e-omp hep rei da zigoll anezhi eur vad all-bennag. »

5. — Ober ar pez a fell da Zoue a zo en em rei d’ezhan bepred hag e pep leac’h, hep derc’hel netra enn tu diouz-omp. Setu ar penn huela euz a skeul ar zantelez ; war-zu eno eo e tle sevel atao hor labour, hor c’hoant hag hon holl bedennou. Pa lennomp ez eo bet douget santez Thereza dre he spered enn nev koulz ha sant Filip Neri ha kalz a zent all, e teu c’hoant d’e-omp ive da gaout hor lod euz eun dudi ker braz. Ar c’hoant-se, pa ne zao ket euz eur galoun izel, a dle beza bannet kuit gan-e-omp. Sent e vezimp mar d-omp santel ha ma d-eo hor c’haloun hag hon ene, e pep tra a reont, a-unan gant an Aotrou-Doue. « Trei a ra diwar ar gwir hent ha fazia kalz, eme zantez Thereza, an nep a gred e vcz a-unan gant Doue, pa vez douget dre he spered enn nev, ha pa danva eun dudi vraz enn he galoun. » Beza a-unan gant Doue a zo suja a galoun vad da Zoue ha d’ar pez a fell d’ezhan ; neuze ez eo mad-meurbed hor sujidigez, pa vez hon ene distag dioc’h pep tra hag a-unan hep-ken gant Doue, enn hevelep doare m’ema Doue, e kement tra a reomp, o lakaat ac’hanomp da ober ar pez a fell d’ezhan. Setu hep-ken hag e gwirionez beza a-unan gant Jezus ; n’em beuz ken c’hoant ha goulen a ran ma vezin atao a-unan evel-se gant an Aotrou-Doue. Lavaret a rear : « Ao-