Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

trou, d’e-hoc’h e roan kement am beuz c’hoant da ober, ne fell d’in nemet ar pez a fell d’e-hoc’h », ha rak-tal ma teu eun dra-bennag da stourm oc’h an den, ne c’hoar ket en em lakaat dindan dourn Doue ; klemm a ra ez eo re vraz he loden boaniou, hag evelse ez eo reuzeudik epad he vuez.

6. — Pleget dindan ar beac’h poaniou a zo war-n-omp, mar en em lakafemp e gwirionez da vont dre zourn Doue ha mar grafemp a galoun ar pez a fell d’ezhan, neuze e teufemp da veza santel ha sent hag an dud eurusa a ve. Poaniomp eta ha bezomp aketuz e pep tra a c’hoarvez gan-e-omp, da blega da Zoue ha da c’hoantaat ar pez a fell d’ezhan ; eun ali eo hag a zo met d’e-omp gant ar Spered-Santel. Tud zo hag a dro ken aliez hag an avel : laouen ha mad int, epad ma ’z a an traou dioc’h ho dere hag ho c’hoant ; dioc’h-tu a-vad ma stok ha ma stourm an distera tra out-ho, dioc’h-tu ho deuz poan hag e klemmont. Ar seurt tud-se ne bignint birviken bete stad kaer ar zantèlez, hag bed he buez e vezint reuzeudik, o veza ma ’z eo ar boan er bed-man stankoc’h eget an dudi. Santez Dorote a lavare : « Kemeret euz a greiz ar galoun kement tra a zeu digant Doue, a zo eun doare vad evit derc’hel ar peoc’h enn ene. » An tadou koz euz an dezerz ne veze morse droug enn-ho ; atao e vezent laouen, dre ma kemerent a galoun vad hag a berz Doue ar pez a c’hoarveze gant-ho. Euruz eo an hini a zo en em lakeat da ober ar pez a fell da Zoue ; ne