Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

c’houez ket he galoun enn he greiz evit eun dra vad-bennag a ra, ne vez ket trec’het morse gant ar boan na gant an enkrez, rak gonzout er-vad a ra e teu d’ezhan kement-se holl euz a zourn Doue ; ar pez a fell da Zoue a gas hag a Pen c’hoantegesiou he galoun ; ne fell d’ezhan netra nemet ar pez a fell da Zoue ; ne glask ket ober kalz-a draou, klask ober gwella ma c’hell eo a ra ; ar pez a c’hoar a vezo kavet mad dirak Doue. Dre-ze e kav gwelloc’h en em rei d’an traou bihana ha distera euz he stad eget d’ar re vrasa, dre ma wel e teufe ar garantez en deuz out-han he-unan da gregi er re-man ha da lamet anezho digant-han. Fur eo e kement-se, rak oc’h ober ar pez a zo gourc’hemennet gant he stad e c’hoar er-vad e ra hervez ma fell da Zoue.

7. — Euruz e vezimp, mar karomp beza a galoun vad dindan dourn Doue e pep tra a zigas d’e-omp, hep sellet tamm pe ez int hervez ma fell d’e-omp pe ne d-int ket. « Pe goulz e teuimp-ni a-benn, eme zantez Janned a Gantal, da veza laouen o kemeret kement poan a c’hoarvez gan-e-omp, oc’h evesaat e teuont digant Doue a zigas ar glao hag an heol pep eil, ar boan hag an dudi, dre garantez ouz-omp hag evit hor brasa mad ? Pe goulz e vezo an deiz m’en em daolimp-ni etre divreac’h an Aotrou-Doue a gar kement ac’hanomp, hag e lezimp-ni etre he zaouarn hon eneou ha kement zo ac’hanomp, o terc’hel gan-e-omp hep-ken zu- c’hoant d’he garet ha da blijout d’ezhan mui-oc’h-mui ? » Mignouned sant Visant a