Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

Baol a lavare aliez : « An Aotrou Visant a ioa Visant atao, o veza ma voa laouen ha mad e pep leac’h hag e pep tra. » Ha perak kement-se ? O veza ma voa en em lakeat holl etre daouarn Doue, dre n’en devoa aoun rak netra e-bed, ha ne falveze d’ezhan netra nemet ar pez a blije da Zoue. « Oc’h en em lezel evel-se gant Doue, eme zantez Thereza, e teu ar spered da gaout ar frankiz vraz ho deuz bet an eneou mad, ar frankiz-se e deuz lakeat anezho da veza ken euruz ha ma c’heller beza war an douar, rak pa na vez aoun rak netra, pa na vez c’hoant euz a netra a gement zo er bed, neuze ive e vezer perc’hen da bep tra. »

8. — A-leiz a dud enn enep a wisk ar zantèlez dioc’h ma tro ho mennoz ; mar d-eo tenval ho spered, e klaskont beza ho-unan ; mar d-int tear hag ampart, ho gweler o prezeg, o vont hag o tont gant difre ; mar d-int sperejou rust, ec’h on em gastizont hag e reont pinijen galet ; mar karont al largentez, e roont an aluzen. Setu aze evit darn anezho ; darn all a lavar kalz pedennou a c’henou, a ia da bardouna hag enn holl draou-ze a reont, pep hini anezho a gav ema ar zantelez. An oberou-ze a ziaveaz, pa vezont great mad,a zo ar frouez euz a garantez Doue, ne d-int ket a-vad ar wir garantez, rak an den en deuz karantez, n’ema ket e poan gant-han he-unan, en em zilezel holl a ra evit ober dioc’h ma fell da Zoue ; klask a rear neuze ar pez a blij muia da Zoue, ha kement-se o veza ma ’z eo eun dr'a dleet d’ezhan evit he vadèlez.