Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

an den reuzeudik, allaz ! kollet em beuz ac’hanoc’h, va Doue, c’houi ar mad dreist pep mad, evit eur c’hoantegez an distera. Muioc’h a geuz am beuz evit kement-se eget evit kement droug all a zo ; hogen, ar pez a re dudi d’am c’haloun eo ez oc’h mad dreist pep mad, ha n’oc’h ket evit disprizout eur galoun e deuz karantez ouz-hoc’h. Ha perak, va Doue, n’oun-me ket evit mervel evid-hoc’h, pa ’z oc’h marvet evid-oun, va Zalver ? Fisianz am beuz e vezin saveteat da-viken ; grit ma kendalc’hin d’ho karet da-viken. Roit d’in ar c’hras, dre nerz ho maro, va Zalver, da zerc’hel mad d’ho pedi atao ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari ; fisianz am beuz e savo ho peden gant Va hini-me hag ez aio dre ho taouarn dirak Jezus, ho Map karet, evit m’am bezo ar c’hras a c’houlennan.




PEDERVED KENTEL


————


Pegement e tleomp karet Jezus-Krist


————


1. — Da Jezus-Krist, dre ma ’z eo Doue, e tle beza hor c’harantez. Dre ar garantez en deuz bet Jezus ouz-omp ez eo falvezet d’ezhan beza ker madelezuz enn hor c’hever, ma ’z eo rankout d’e-omp he garet ha pa na ve nemet dre anaoudegez vad. Jezus en deuz karet-meurbed ac’hanomp, evit ma vije karet-meurbed