Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

penn, rak kement so goude ne d-int netra e-skoaz Jezus. Arabad eo d’e-hoc’h kredi ken nebeud e vec’h ankounac’heat gant Jezus, pa ziskouez bemdez d’e-hoc’h he garantez, p’en deuz lèzet gan-e-hoc’h he gorf hag he c’hoad, enn eur ger, hen he-unan holl er Zakramant euz an Aoter.


Peden a Garantez


O va Jezus, c’houi a zo va c’harantez, nag a fisianz am beuz-me enn ho maro ! Hag aoun a c’hellfen-me da gaout n’am be ket gras evit. va fèc’hejou, hag ive an holl grasou am beuz izomm evit mont d’ar Baradoz, goude ma ho peuz-hu, Doue holl-c’halloudek, skuillet ho koad evid-oun ? O va Jezus, va fisianz ha va c’harantez, falvezet eo bet gan-e-hoc’h koll ho puez evit miret na vijen-me kollet ! Ho karet a ran, va Zalver ha va Doue, ho karet a ran dreist pep tra. En em roet oc’h holl d’in-me, ha me ive a fell d’in en em rei holl d’e-hoc’h. Digemerit mad ar c’hoant hag ar garantez a zo em c’haloun, her lavaret a ran eur weach c’hoaz gant kant gweach all : me a gar ac’hanoc’h hag ho karet a fell d’in da-viken. Grit na baouezin morse da lavaret an tri c’her-ze : me a gar ac’hanoc’h ! Grit ma vezint ar c’homzou divèza a lavarin, evit na baouezin d’ho karet da-viken !

Ho karet a ran, ha dre ma karan ac’hanoc’h, em beuz keuz ha glac’har da veza, enn eur bec’hi, droug-c’hreat enn ho kever. Me,