deuz ket a fisianz enn-hoc’h, hag hen c’hoant d’ezhan da zistrei d’ar mad ha d’ar furnez. Lavaret ho peuz : me a zo an Aotrou, n’ho pezet ket aoun, me a ro d’e-hoc’h dizoan hag anken pep eil. Digas a ran peb enn amzer d’am zervicherien wella enkresiou kriz ha kalet evel poaniou ifern ; goude-ze a-vad e tennan anezho euz ho foan. Me a gomzo evid-hoc’h dirak Doue ; ho tra a zo va zra-me. Me a zo kred evid-hoc’h hag a zo deut da baea ho tle. Me am beuz da welet war-n-hoc’h, rak prenet hoc’h bet gant va goad, ha p’am beuz prenet ac’hanoc’h ne d-eo ket evit ho tilezel, evit ho pinvidikaat eo a-vad, koustet ker a-walc’h oc’h d’in.
Penaos eta, eme Jezus, e c’hellfen-me pellaat dioc’h an hini a glask ac’hanoun gant kement a garantez, me an hini a zo bet eat a-benn kaer da gaout ar re a deue da ober d’in pep seurt dismegans ? N’em beuz ket distroet va fenn dioc’h ar re a skoe gan-en, hag e tistrofen dioc’h an hini a fell d’ezhan va c’haret ha va azeuli ? Penaos e c’hellit-hu kredi n’oc’h ket karet gan-en, ha c’houi o welet emaoun etre daouarn va enebourien dre garantez ouz-hoc’h ? Ha disprizet em beuz-me biskoaz an hini a gare ac’hanoun ? Ha dilezet em beuz-me gweach e-bed an hini am galve da rei nerz d’ezhan, pa ’z an dre an hentchou da glask ar re zo-ken a bella diouz-in ?
15. — Mar kredit en deuz Doue, an Tad, a zo a-viskoaz da-viken, roet d’e-hoc’h he Vap, Jezus, kredit ive e roio d’e-hoc’h pep tra ouc’h--