Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

voe treac’h d’an droug. Jezus, o lakaat hor pèc’hejou da vont diwar-n-omp, en deuz roet d’eomp ive ar fisianz ne vezimp dilézet birviken gant-han ; eur fisianz eo hag a zo kre ha mad, pa ’z eo harp war ar garantez en deuz Doue ouz-omp.

Eur vamm, lavarit, hag hi a c’hell ankounac’haat he Map ? Mad ! mo ive a lavar d’e-hoc’h, eme an Aotrou-Doue da Izaï, ha pa deufe eur vamm da ankounac’haat he map, evid-oun-me, ne ankounac’hain ket ac’hanoc’h, o veza ma ’z eo skrifet hoc’h hano em daouarn. Ia, gwir eo, Jezus, hon Aotrou hag hor Zalver, en deuz skrifet hon hano enn he zaouarn sakr gant he c’hoad he-unan. Dre-ze eta, arabad eo hor be nec’h gant netra ; kement zo a zo douget diwar-bouez daouarn Jezus stag oc’h ar groaz evid-omp, evit diskouez bete pegeid ez a he garantez enn hor c’hever.

14. — Netra na dle enkrezi ac’hanomp, pa c’hell Jezus hon diboania. Pa grenin gant spount evit va fèc’hejou tremenet ha gant aoun rag ar re da zont, gant aoun rak troidellou an aerouant, neuze e troin oc’h va Zalver trugarezuz, oc’h Jezus en deuz va c’haret bete mervel evid-oun ; neuze e lakiin enn-han va holl fisianz. Derc’hel stad a ra ac’hanoun emichans, pa ’z eo en em roet holl evit va zavetei.

O va Jezus, porz kaer ha mad ar re a glask ac’hanoc’h enn ho izommou, Doue hon ene, skei a ra war an hent fall piou-bennag n’en