Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —


Mar d-a eta an den da goll, ne d-eo ket o veza ne d-eo ket paet ar boan a zo dleet d’he bec’hejou ; da goll ez a, dre ne fell ket d’ezhan gounit, dre ar zakramanchou, ar pez a zo bet paet evit-han ha roet d’ezhan gant Jezus-Krist.

12. — Jezus-Krist en deuz kemeret ar garg da barea hor poaniou, e c’hiz ma vije bet kement-se he dra he-unan ; kemeret en deuz hor pèc’hejou, evel pa vijent bet he bèc’hejou he-unan ; goulennet en deuz ma vijent taolet diout-han gant Doue, ha pedet en deuz Doue, gant kement a garantez ouz-omp holl, n’en divije ket pedet muioc’h ha pa vije bet red evit-han he-unan ; pedet en deuz Doue, he Dad, da garet ar re a felle d’ezho tostaat outhan.

Doue neuze en deuz selaouet pedennou he Vap, enn eur lavaret e vijemp hiviziken, Jezus ha ni, evel unan hep-ken, hag e vijemp dre-ze ive, evel Jezus, karet pe gaseet gant-han. Hogen, dre ne d-eo ket Jezus kaseet nag evit beza kaseet gant he Dad, mar choumomp unan gant-han dre ar garantez, e vezimp ive karet atao ; rak Jezus-Krist o veza karet gant Doue, ni a vezo karet ive, pa c’hell muioc’h Jezus lakaat Doue d’hor c’haret eget na c’hellomp-ni, dre ar pèc’hed, lakaat Doue da gaout droug ouz-omp, pa ’z eo gwir en deuz an Aotrou-Doue, an Tad, muioc’h a garantez ouz he Vap eget n’en deuz kasouni oc’h ar bèc’herien.

13. — Jezus en deuz lavaret d’he Dad : Va Zad, me a fell d’in e ve ar re ho peuz roet d’in el leac’h m’emaoun va-unan. Ar garantez a