Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

gan-e-omp ive, eme zant Bernard, ha Moizez enn he raok. Ha diskouez a c’helle gwelloc’h e falveze d’ezhan beza karet, eget n’en deuz great o lakaat d’e-omp ar gourc’hemen d’he garet.

2. — Sant Paol, Abostol, a lavar ez eo ar garantez al lezen hed-da-hed. Piou, o welet eun Doue stag oc’h ar groaz hag o vervel eno dre garantez, piou eo an den hag a ve evit choum hep karet anezhan ? Petra lavar d’e-omp ar spern, an tachou, ar groaz, ar gouliou hag ar goad, nemet ez eo red d’e-omp karet an Hini en deuz hor c’haret bete mervel evid-omp ? Ha ne d-eo ket re striz kaloun an den, evit karet kement ha ma ’z eo dleet, eun Doue ker karantezuz ? Evit kaout eur garantez par da garantez Jezus, e ve red da eun Doue all mervel dre garantez out-han. « Perak, a lavare sant Fransèz a Zal, perak n’en em daolomp-ni ket war groaz Jezus, evit mervel eno gant-han, pa ’z eo bet falvezet d’ezhan mervel warn-n-ezhi dre garantez ouz-omp ? » An Abostol sant Paol a lavar ez eo marvet Jezus evid-omp, evit miret na vevimp mui evid-omp hon-unan, evit ma vevimp a-vad evit-han hep-ken eo.

3. — Lenn a reomp e levr an Eklesiastik : « N’ankounac’hait ket an Hini a zo bet kred evid-hoc’h hag en deuz roet he vuez evit paea ar boan dleet d’ho pèc’hejou. » Jezus-Krist a gar gwelet an dud o kaout sonj euz he varo, hag eur boan vraz eo d’ezhan gwelet ez eo ankounac’heat gant-ho. An hini a ve gwall-gaset, skoet ha lakeat enn eun toull bac’h dindan an douar evit he vignoun, ha ne ve ket eun