doan vraz d’ezhan, pa deufe da anaout ne fell ket d’he vignoun diskouez neb anaoudegez vad, na zo-ken kleVet hano e-bed anezhan ? A-hent-all, peger laouen ne ve ket o klevet ema atao he vignoun o komz anezhan gant eun deneridigez ar vrasa, hag ez eo anaoudek enn he gever ! Evel-se ive Jezus-Krist a gar gwelet hor beuz-ni sonj anezhan, ez omp anaoudek enn he gever, hag e karomp anezhan evit kement en deuz gouzanvet o vervel evid-omp. Araok ma teuaz Jezus war an douar, ar batriarched, ar brofeded hag an holl boblou euz ar bed he deuz bet c’hoant da welet anezhan. Brema a-vad pa ’z eo deut, brema pa c’houzomp ar pez en deuz great ha gouzanvet dre garantez ouz-omp, bete mervel war ar groaz, ha ne dleomp-ni ket, dreist ar re-ze, kaout muioc’h a c’hoant da gaout ha da garet anezhan ?
4. — Evit ar c’hoant-se, a dleomp da gaout, eo en deuz Jezus-Krist, enn nosvez a-raok ma varvaz, lakeat Sakramant an Aoter, enn eur bedi ac’hanomp da gaout sonj euz he varo hag euz he boaniou, pa dostajemp oc’h an daol zantel. Red eo eta, dre-ze, e c’houfemp pegement a garantez en deuz hor Zalver ouz ar re a laka ho spered da bleustri war he varo ha war he boaniou, pa ’z eo falvezet d’ezhan choum war an Aoter, evit ma c’helljemp sonjal atao er poaniou en deuz gouzanvet evid-omp, hag evit ma kreskfe bemdez muioc’h-mui hor c’harantez out-han. Sant Fransèz a Zal a rea euz a
Venez-Kalvar « menez ar c’halounou karan-
3*