Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

tezuz » ; hag e gwirionez piou a zo evit kaout sonj euz a Venez-Kalvar, hep karet Jezus-Krist a zo maro eno evid-omp holl ?

5. — O va Doue, na perak an dud ne garont-hi ket an Hini en deuz gouzanvet kemend a boaniou evit gounit ho c’haloun ? A-raok ma voa Doue ar Map en em c’hreat den, an dud ne c’houient ket hag hi a ioa karet gant Doue. Brema e c’houzont a-vad ez int karet gant-han, pa ’z eo deut Jezus war an douar, pa ’z eo marvet dre garantez out-ho. « Sellit oc’h ar groaz, eme zant Thomaz Vilneuf, ha sonjit e poaniou kalet hag e maro hor Zalver, ha ne viot ket evit nac’h ne vec’h ket bet karet gant Doue. » Sant Bernard a lavar ema kroaz ha gouliou hor Zalver oc’h embann dre ar bed ar garantez vraz en deuz bet ouz-omp.

6. — Evit anaout gwelloc’h c’hoaz eo deut hor Zalver a-benn da lakaat ac’hanomp da garet anezhan, n’hor beuz nemet evesaat piz oc’h mister braz hor zilvidigez. Pa en devoa c’hoant da vervel evit savetei ar bed, ha ne vije ket bet a-walc’h d’ezhan beza lazet gant Herodez, e-touez ar vugale vihan-all ? Nan, nan, ne voa ket a-walc’h, rak bez’ e falveze d’ezhan, a-raok mervel, tremen tri bloaz ha tregont e-kreiz al labouriou hag ar poaniou, evit beza hor skouer ha lakaat ac’hanomp gwelloc’h a-ze da garet anezhan.

Genel paour a reaz enn eur c’hraou ; goude-ze, e labouraz da zervicha eur c’halvez, ha da ziveza e lèzaz kas anezhan, evel eun torfedour, da veza staget oc’h eur groaz. Falvezout a