Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

reaz d’ezhan ouc’h-penn gouzanv ar poaniou brasa, ha pa ’z edo o vont da vervel, skuilla eur c’houezen a c’hoad, beza skourjezet ha freuzet gant an taoliou, e ti Bilad ; beza dre c’hoap lakeat da roue, eur benduen enn he zourn, eur c’hoz-tamm mezer moug war he ziou-skoaz, hag eur gurunen spern war he benn. Falvezout a reaz d’ezhan beza kaset d’ar maro goloet a vez eur groaz pounner war he skoaz ha beza staget out-hi war Menez-Kalvar. Setu, kristenien ! Petra a gav d’e-hoc’h a ve mad da rei d’ezhan evit kemend-all a boaniou ? Hag ar boan eo e ve karet eun Doue en deuz great ar pez a c’helle da ober evit beza karet gant an dud ? An tad Iann Rigoleu a lavare eta gant gwirionez : « Tremen va buez a rafen, hed-da-hed, o ouela dre garantez oc’h eun Doue a zo eat d’ar maro dre garantez oc’h an dud, hag evit savetei anezho  ! »

7. — « Ne d-eo ket eun dra vihan, eun dra vad ha kaer-meurbed eo av garantez, eme zant Bernard. » Ar roue Salomon a c’halv ar garantez eur furnez hag eun tenzor braz-meurbed, o veza ma ’z eo mignoun da Zoue an hini en deuz ar gwir garantez. Ar garantez a zo ar rouanez war bep mad ha war bep furnez ; el leac’h ma vez, e teu a-bred an holl vadou all war he lerc’h ; hi eo a zo gant-ho er penn kenta, oc’h ho ren dre an hent mad hag o lakaat ac’hanomp da veza dre-z-ho unanet gwelloc’h gant Doue. Aliez e lenner er Skritur-Sakr en deuz an Aotrou-Doue karantez ouz an hini a gar anez-han, ha