Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

setu petra a ra ar garantez : lakaat a ra an ene ha Doue da veza unan ho daou. Ar garantez a re nerz da ober ha da c’houzanv pep tra evit Doue. « Ne d-euz netra, pegen diez-bennag e ve, na ve an den evit he ober, eme sant Augustin, dre nerz ar garantez. » Dre-z-hi ne skuizer morse o labourat, o veza ma kaver eaz ha didorr pep labour.

8. — Sant Krizostom a zesk d’e-omp petra ra karantez Doue enn ene. « Pa vez c’houezet, eme-z-han, tan karantez Doue enn eun ene, e krog enn-han eur c’hoant hep he bar da labourat evit an hini a zo karet ; enn hevelep doare ma kav d’ezhan ne d-eo al labourou kaleta netra e-bed da ober ; atao ema e nèc’h, o veza ne d-eo netra, a gav d’ezhan, ar pez a ra evit Doue ; neuze ma c’hellfe an den-ze mervel, mervel o labourat evit Doue, neuze hep-ken eo e ve laouen. » Dre ar garantez, an ene a c’hoar er-vad petra dal an Aotrou-Doue hag ar pez en deuz great evit an dud ; gwelet hag anaout a ra peger bihan ha pegen dister eo he labourou he-unan, e-skoaz madèlez he Zalver.

9. — Sant Fransèz av Zal a ziskouez peger braz eo fazi an dud a glask ar zantèlez er meaz euz a garantez Doue. « Darn ’zo, eme ar zant-se, hag a gred ema huela stad ar zantèlez oc’h ober pinijen ; darn all, o rei an aluzen ; ar re-man, o pedi ; ar re-ze, o tostaat aliez oc’h ar zakramantchou. Evid-oun-me, eme-z-han, ne gav ket d’in e ve stad santeloc’h e-bed eget karet Doue euz a-greiz ar galoun. » Heb ar