An Hano Sakr a Jezus

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 255-256).



AN HANO SAKR A JEZUS


————


Ton: Jesu dulcis memoria


Jezus, o hano an dousa,
A ro d’ar galoun eur wir joa :
Ar zonj ac’hanoc’h hag ar gwel
A zo dousoc’h eged ar mel.



Nag er bed-all nag er bed-ma,
Ne ganer, ne glever netra
Ker mad ha ken c’huek d’an ene
Hag hano Jezus, Map Doue.



Jezus, esperans ar pec’her.
Ken truezuz pa ho peder ;
Da nep ho klask pa ’z oc’h ker mad,
Da nep ho kav, pebes heur-vad



Teod e-bed n’ouffe lavaret,
Nag her skriva pluen e-bed :
An nep hep-ken en deuz tanveet
A oar petra eo he garet.



Bemnoz, sarrit va daoulagad,
Hano Jezus, ha mintin-mad,
Euz va c’haloun deut em genou
Da venniga va oberou !



Dre-z-hoc’h, gwech-all, pa oan bugel,
Va mamm a zakre va c’havel ;
Jezus, pa ’z in euz ar bed-man,
En em gavit em zremenvan !



Bezit hor joa da virviken,
Pa dleit beza hor c’hurunen.
Enn env, koulz ha war an douar,
Jezus, ato bezit hor gloar !