Kanaouenn enn enor d’ar Basion

Eus Wikimammenn
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 257-259).
◄   An Hano Sakr a Jezus Kanaouenn enn enor d’ar Basion Peden da Jezus disprijet e Sakramant an Aoter   ►




KANAOUENN ENN ENOR D’AR BASION


————


Ton : O Kaloun Zakr.


I

Elez an env, deuit d’an douar,
Diskennit war menez Kalvar,
Evit ober kaon d’Hor Zalver
Pa ne fell d’ar bed hen ober.


II


O prederia war he boaniou,
O sonjal enn he enkreziou :
Pa ia va spered d’ar C’halvar,
E rann va c’haloun gant glac’har.


III


Sellit, pec’herien, ouz ho Tad,
Sellit ouz he dremm leun a c’hoad !
Eur gurunenn spern war he benn,
Hag hi eet beteg an empenn !


IV


Sellit, maro he zaoulagad ;
Hag he zaouarn hag he zaou droad.
A zo griziet gant tachou.
Rinvet dre hon holl bec’hejou.


V


Sellit he gostez digoret,
Sellit he gorf holl dispennet ;
Ha ma sell ho kaloun hep keuz,
Ez eo a houarn, pa ne deuz.


VI


An douar a zeu da grena.
Ar vein a zeu d’en em frailla ;
An heol, ar stered hag al loar
A guz ho fas gant ar glac’har.


VII


Ha te, pec’her kriz, aheurtet,
Ne rez van na seblant e-bed
Evit gwelet maro da Roue,
Da Dad, da Zalver, da Zoue !


VIII


Gwas’ oud eged he vourrevien,
Gwasoc’h eged ar Juzevien,
Rak darn anezho a ouelaz,
Gant truez out-Han, pa varvaz.


IX


Ar re-ze n’Hen anaient ket,
A zonje ez oa falz-profet ;
Hogen, pec’her, te oar piou e,
Te oar ez eo gwir Vap Doue.


X


Ken aliez pec’hed ec’h euz greet,
Ouz ar groaz ec’h euz he staget,
Ha digoret a nevez-flamm
He c’houliou, pebes estlamm !


XI


M’ac’h euz out-Han eun tamm truez,
Chench ha dilez da wall-vuez !
Chench, den kriz, lez da bec’hejou,
Hag ec’h ehano he boaniou !


XII


Ma ’z oc’h touchet gant he basion,
Grit abred gwir govesion,
Grit d’an holl satisfaksion,
Ha pardounit a wir galoun !


XIII


Gant iun ha gant gwir binijenn,
Grant orezon hag aluzenn,
E frealzot ho Tad Jezus,
E-kreiz he boaniou ken skrijuz.


XIV


O Jezus, va Mestr, va Doue,
Euz va c’horf pa ’z ai va ene,
Digemerit-hen, me ho ped.
D’ho meuli e-mesk an Eled !


————