Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/76

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

ene, en em lakaat holl a ran etre ho taouarn, ha bez’ e fell d’in ho karet da-viken. Evit paea ar boan dleet d’am fec’hejou, ez eo bet falvezet gan-e-hoc’h beza chadennet, evel eun torfedour, beza kaset d’ar maro, staget oc’h eur groaz ha mervel out-hi. Dre ar grasou a zo bet prenet d’e-omp gant ho poaniou n’am list ket, me ho ped, da bellaat diouz-hoc’h birviken. Ar c’heuz am beuz da veza pec’het a zo brasoc’h eget pep keuz ha pep glac’har all, ha brema me a fell d’in mervel kentoc’h eget pèc’hi, dre nerz ho kras, o va Doue. Ia, pèc’het em beuz enn ho kever, siouaz ! ha mervel gant glac’har a garfen ; grit eta, Aotrou-Doue, ma vezin d’e-hoc’h holl, roit d’in ho karantez ha grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e-hoc’h. Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz, grit ma vezin, ken beo ken maro, evel unan gant Jezus ho Map karet, evit ma ’z in eun deiz d’he c’hloar, d’al leac’h n’am bezo mui a aoun da goll he garantez !




SEISVED KENTEL


————


An ene a gar Jezus-Krist n’en deuz avi e-bed oc’h ar re vraz war an douar, an avi en deuz a zo oc’h ar re a gar muia Jezus-Krist.


————


1. — Sant Gregor a zispleg d’e-omp an trede merk-se euz a garantez Doue, ha lavaret a ra