Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

ne deuz karantez Doue avi e-bed nag oc’h tud ar bed nag oc’h madou braz, dre ne deuz c’hoant anezho na dispriz e-bed evitho. Diou avi a zo : unan, mad ; e-ben, fall. An avi fall e deuz poan o welet ho deuz ar re all madou war an douar. An avi vad ha santel ne zell ket oc’h madou ar bed, eun truez eo d’ezhi gwelet anezho. Ar pez a glask hon-man eo Doue hep-ken, ar pez a c’hoanta eo he garet euz a greiz he c’haloun ; dre-ze eo e deuz avi oc’h ar re a gar Doue muioc’h eget-hi, rak karet Doue a garfe muioc’h eged an elez zo-ken.

2. — Setu petra glask hep-ken eur gwir gristen war an douar, hag an dra-ze a ra d’an Aotrou-Doue karet anezhan kement, ma lavar : unan euz ho taoulagad en deuz skoet poan em c’haloun. Al lagad-se, ar zell-ze a zo ar c’hoant da blijout da Zoue er sonjou hag enn oberou, pa ne glasker nemet tizout beteg eno. Tud ar bed a glask meur a dra, dre ho labour, evel ma ’z eo plijout d’an dud, pe diana beza euruz ho-unan. Ar c’hristen a-vad n’en deuz nemet eul lagad da zellet oc’h Doue ha da blijout d’ezhan ; lavaret a ra gant ar roue David : petra am beuz-me da zivizout war an douar hag enn nev, o va Doue, nemet hoc’h-hu hep-ken, c’houi a zo va zenzor, hag ar mestr war va c’haloun. « N’em beuz ket a avi, eme zant Paolin, oc’h ar re binvidik nag oc’h ar rouanez, c’houi hep-ken, o va Jezus, c’houi a zo va gloar ha va eurusded. »

3. — Ne d-eo ket a-walc’h ober madoberou, red eo c’hoaz ober mad anezho. Evit ma ve