Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

atao digor ho kaloun evit dont da garet ar pèc’her paour a zistro ouz-hoc’h gant karantez. Va Zalver trugarezuz, holl garantez va ene, disprizet em beuz ac’hanoc’h ; evit brema ho karan muioc’h eget n’en em garan va-unan. D’e-hoc’h en em roan holl, n’em beuz ken c’hoant nemet d’ho karet ha da blijout d’e-hoc’h ; digemerit mad ar c’hoant-se, grit ma kresko bemdez ha ma vezo mouget gant-han em c’haloun holl c’hoantegèsiou an douar. Ker mad oc’h bet em c’hever, n’oun ket evit choum hep ho karet. Setu me ama, Aotrou va Doue, bez’ e fell d’in beza d’e-hoc’h hep-ken ha gouzanv, dre garantez ouz-hoc’h, kement tra a blijo gan-e-hoc’h, pa ’z oc’h maro war ar groaz dre garantez ouz-in. Bez’ e fell d’e-hoc’h e ven santel, hag ober a c’hellit ar pez a fell d’e-hoc’h ; enn-hoc’h ema va holl fisianz, hag enn-hoc’h-c’houi ive, Gwerc’hez Vari, mamm va Doue, astennit bepred ho tourn d’am harpa endra vezin war an douar.




UNNEKVED KENTEL
————


An hini a gar Jezus-Krist a gar beza distag dioc’h an holl draou krouet


————


1. — An hini a fell d’ezhan karet Jezus-Krist gant eur wir garantez a dle banna euz he ga-