Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

tan-gwall o tevi he c’houent hag oc’h he dèvi he-unan gant he holl leanezed, kent eget gwelet ar c’hoant milliget-se o vont diabarz eur galoun hep-ken. Lavaret a rea e kave gwell e vije kaset kuit euz he c’houent, pe dalc’het kloz ha dastumet evit mad eul leanez hag e divije c’hoant da veza lakeat da ren ar re all. Santez Mari Madalen a Bazzi a lavare ive beza lakeat er renk izela ha kaout aoun da veza kavet gwelloc’h eget ar re all, a zo an enor a dle kaout eun ene a gar Doue. Ar pez a dle c’hoantaat peb ene mad, eo kaout eur galoun izeloc’h evit peb-unan, hervez komzou an Abostol sant Paol : Bezit, eme-z-han, dreist an holl dre eur galoun izel ; enn eur ger, an hini a gar Doue, ne dle klask netra nemet Doue hep-ken.


Peden a Garantez


Va Jezus, roït d’in c’hoant da blijout d’e-hoc’h ha grit ma teuin da ankounac’haat an holl ha me ive va-unan : Ha petra dalvesfe d’in e ven karet gant ar bed, ma n’oun ket karet gan-e-hoc’h-c’houi, holl garantez va ene ? O va Jezus, deuet oc’h war an douar evit gounit ar c’halounou. Ma n’oun-me ket eta evit rei va c’haloun d’e-hoc’h ac’hanoun va-unan, kemerit anezhi dre nerz ha kargit leun anezhi gant ho karantez. Arabad eo ez afen-me ken diouz-hoc’h ! Pèc’hi am beuz great, ha brema em beuz keuz em c’haloun, glac’har am beuz o sonjal em fèc’hejou ; ho karantez vraz-meurbed a dorr hep-ken nerz va anken, rak c’houi a zo