Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

dalvez kalz a-vad d’ar re a fell d’ezho karet Jezus a wir-galoun. Jezus he-unan a zo bet ar skouer evit-se. Epad tregont vloaz ez eo bet dianavezet e ti eur c’halvez. Ar zent ive, evit miret na vijent enoret gant an dud, a zo bet eat da choum enn dezerchou. Sant Visant a Baol a lavare : « Ar c’hoant hor beuz e ve komzet mad ac’hanomp, e ve meulet hor buez hag e ve lavaret e reomp mad peb tra, ar c’hoant-se a zo eun dra ker fall, ma laka ac’hanomp da ankounac’haat hon Doue, ma stlabez kement vad a reomp ha ma vir ouz-omp da gerzet êeun gant hent an nev.

6. — Mar fell d’e-omp eta lakaat karantez Jezus-Krist da greski enn hor c’haloun, ez eo red d’e-omp mouga ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan. Ha penaos, a lavaro unan-bennag ? Selaouomp santez Mari Madalen a Bazzi : « Ar c’hoant en deuz an den da veza karet hag enoret gant an dud, ar c’hoant-se a zo beo-buezek, emez-hi, epad ma vez an den kavet mad gant ar re all, maro-mik eo a-vad pa ’z a an den da guzet evit ma vezo dianavezet gant an holl. » Keid eta ha ma vezo an den beo, me lavar, keid ha ma vezo douget he galoun da garet ar bed, birviken ne vezo gwir zervicher da Zoue. 7. — Mar fell d’e-omp beza kavet mad dirak Doue, ez eo red e vresemp gant hon treid war gement tra a zoug ac’hanomp da glask plijout d’ar re all, ha dreist holl war ar c’hoant hor beuz da lakaat an dud dindan hon dalc’h. Santez Thereza a ioa gwelloc’h gant-hi gwelet an