Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

flemma anezho eun draik, dioc’h-tu int nèc’het hag e tilezont ar gommunion hag ar pedennou, ha neuze n’ho deuz peoc’h nag ehan e-bed, ken a vezont adarre deuet mad grant an dud. Ne d-eo ket evel-se eo a ra ar re a gar Doue gant eur gwir garantez, rak ouc’h-penn ma pellaont dioc’h kement tra a denn war-n-ezho meuleudiou ar bed, ar meuleudiou-ze a ra poan d’ezho, ha nemet pa vezont disprizet, neuze hep-ken eo e vezont laouen.

4. — « Ne d-oun netra, eme zant Fransèz Asiz, nemet ar pez ma ’z mm dirak Doue. » Ha petra dalvez d’an den beza karet, meulet hag enoret gant tud all evel d-han, mar d-eo disprizet gant Doue ? Pe forz zo d’e-omp-ni hag e vemp disprizet ha kaseet gant ar bed, mar d-omp karet gant Doue ? Meuleudiou an dud n’int ket evit lamet diwar-n-omp pouez hor pèc’hejou nag ar boan a zo dleet d’ezho, nag ho dismeganz ive ne gemero ket ar pez a zo dleet d’e-omp evit hor madoberou. « N’euz forz e-bed, eme zantez Thereza, pe ni a zo tamallet ha disprizet gant an dud, mar d-omp mad ha dibèc’h a ziraz-hoc’h-hu, o va Doue ! » Ar zent n’ho devoa ket brasoc’h c’hoant eget beza dianavezet ha disprizet. Hag eur c’holl braz eo d’e-omp-ni e ve kavet eun abek-bennag enn-omp gant an dud ? Pep den a ve red d’ezhan en em damall he-unan, rak bez’ e tleomp gouzout er-vad ez omp tud fall ; evit petra eta hor be-ni c’hoant goude da veza kavet mad gant ar re all ?

5. — Beva e kuz ha distro diouz ar bed a