Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

taol kountel. Goude dilèzel he urz, ez eaz da Naplez, hag eno e reaz kemend a dorfejou, ma varvaz hep sakramant e-kreiz ar chadennou. Ne d-eo ket eta heb abek e lavare eur servicher da Zoue : « Pa glever trouz ar gwez braz o koueza, evel ma voe gwechall goz Salomon, Tertullien ha re all a ioa lakeat, hag hi beo, sent gant an holl, ez eo anat n’ho devoa ket ar re-ze en em roet holl da Zoue, hag ez int kouezet, o veza ma voa an ourgouill o c’hwiri enn ho c’haloun. » Krenomp eta, ni tud keiz, krenomp rak-tal ma welomp o sevel enn hor c’haloun an distera c’hoant da veza karet hag enoret. Pa ra ar bed eur stad-bennag ac’hanomp, diwallomp na stagfe ouz hon ene netra a gement a lavar, rak neuze, siouaz d’e-omp ! he gomzou kaer a lakafe ac’hanomp marteze da vont da goll.

3. — Diwallomp ive na vemp kintuz e-kever hon enor, da lavaret eo, na zalc’hfemp war gement-se re a stad ac’hanomp. Santez Thereza a lavare : « Piou-bennag a zo kizidik evel-se ne vezo birviken e gwirionez douget da draou ar spered. Kalz a dud a ia dindan an ursiou hag er c’houenchou, ha war ho meno a zo distag dioc’h holl draou ar bed ; n’int ket distag a-vad diout-ho ho-unan. Tud vad int evit ho gwelet, hag e-kreiz ho c’haloun ema atao e gor ar c’hoant ho deuz da Veza meulet evit pep tra a reont. Pa ne vezont meulet gant den e-bed, ec’h en em veulont ho-unan ; enn eur ger, bez’ e fell d’ezho e vent kavet kalz gwelloc’h eget ar re fall, Dioc’h-tu ma krog an teodou da