Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

a lavar ez eo enor ar bed tra an droug-spered. An enebour-ze a laka he boan da greski danvez an ifern, o tougen an ene da c’hoantaat beza kavet mad hag enoret gant an dud, rak neuze avel fall an ourgouill o tont ; da c’houeza er galoun, an den paour, evel eur vag a zo war ar mor hep rouenv na stur, a gerz gant an hent a sko war ar c’herrek, gant an hent a gas da goll. Sant Jakez a lavar ouc’h-penn ema atao an Aotrou-Doue oc’h astenn he zourn d’an den a zo izel he galoun hag o terc’hel penn oc’h an hini a zo c’houezet grant an ourgouill ; Doue a ve fae gant-han selaou he beden. An ourgouill a laka ar galoun da gaout c’hoant da veza kavet mad gant an dud ; an ourgouill a gar an enor hag al lorc’h.

2. — Piou a ve evit lenn hep skrija gant spount ar pez a c’hoarvezaz gant Justin euz a urz sant Fransèz, o veza ne vougaz enn he galoun ar c’hoant en devoa da veza enoret gant an dud. Deuet e voa da veza ker santel, ma voe galvet da gaout an Tad Santel ar Pab, Eujèn pevare. Digemeret e voe gant-han gant enor ; ha goude poket d’ezhan, ar Pab a lakeaz anezhan da azeza enn he gichen. Justin dioc’h-tu, evit an enor bras-se, a zavaz kemend a ourgouill enn-han, ma lavaraz d’ezhan sant Iann Kapistran, pa voe distro : o vont ac’han e voac’h eun eal, o tont enn dro ez oc’h eun droug-spered. Ourgouill Justin a ieaz war gresk bemdez ; falvezout a reaz d’ezhan e vije great eur stad vraz anezhan, ha, war-benn an dro, e lazaz unan euz he vreudeur gant enn