Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

loun pep tra all nemet Doue, hag ive pep karantez evit-han he-unan. E nep tra, an den ne dle en em glask he-unan, klask plijout da Zoue a dle hep-ken. Eur gourc’hemen eo hag a zo great gant Doue he-unan ; karet Doue a reoc’h euz a greiz ho kaloun. Evit karet Doue euz a greiz ar galoun, ez eo red da genta kas er meaz euz ar galoun ar pez a zell oc’h traou an douar ; d’an eil karga leun anezhi a garantez Doue. Eur galoun hag a zo dalc’het stag gant eur garantez, an distera hep-ken, ouz traou an douar, ar galoun-ze ne d-eo ket evit beza holl da Zoue. Sant Filip a Neri a lavare : « Seul-vui e karomp an douar, seul-nebeutoc’h a-ze e karomp Doue. » Ha penaos, eme unan-bennag, distaga ar galoun dioc’h pep karantez ? O kastiza ar c’horf hag o pellaat dioc’h kement a c’hell dougenn ar galoun da garet. Tud a zo hag a glemm o veza ma klaskont Doue, hep dont a-benn da gavout anezhan. Santez Thereza a lavar d’ezho : « Pellait ho kaloun dioc’h an traou krouet, ha neuze klaskit Doue, hag e kavoc’h anezhan. »

2. — A-leiz a dud a glask beza santel, santel, dioc’h ho giz, ar gwasa zo ! Bez’ e fell d’ezho karet Doue, gant ma c’hellint ober dioc’h ho fenn hag hervez ho c’hoant, da lavaret eo, derc’hel evelato d’ar pez a gavont mad : d’ho eaz, d’ho dillad kaer ha d’ho frejou boed mad. Karet Doue : hogen ma n’int ket evit kaout an dra-man-dra, neuze ho deuz nec’h hag enkrez. Mar lavarer eun dra fall-bennag diwar ho fenn, neuze ez a droug enn-ho ; ma