Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

ne bareont ket dioc’h ar c’hlenved ho deuz paket, neuze e klemmont ha ne c’houzanvont poan e-bed. Karet Doue a reont enn eur garet ive ar madou hag an enoriou. Bez’ e fell d’ezho e vent lakeat tud fur, tud a stad huel, tud gwelloc’h eget ar re all ; pedi ha tostaat oc’h ar zakramanchou a reont, hag o veza ma ’z eo ho c’haloun leun euz a draou an douar, ne deu nebeud a vad d’ezho. An Aotrou-Doue ne lavar ger d’ho ene, o veza ma ve kollet he gomzou ; evel-se a lavaraz eun deiz da zantez Thereza : « Komz a rafenn oc’h kalz a eneou, ma na ve ket trouz ar bed o voudal oc’h ho diskouarn, hag o viret ma ne ve klevet va mouez gant-ho. » Red eo eta pellaat dioc’h ar bed, rak an hini a zo leun he galoun gant traou an douar, ne d-eo ket evit klevet tamm mouez an Aotrou-Doue. Stag oc’h madou an douar ha dallet gant-ho, an den a baouez a-bred da garet Doue ; neuze o klask derc’hel mad da zanvez a dremen evel moged, e koll ar mad dreist pep mad, ar mad a bado da viken. Santez Thereza a lavare : e voa eun dra leal ez aje da goll neb a rede warlerc’h madou egoll.

3. — An Impalaer Tibèr a c’hoantaaz eun deiz e vije lakeat Jezus-Krist e-mesk doueou faoz ar Romaned, hag e voe miret out-han, o veza ma voa, eme re goz an amzer-ze, eun Doue ne falveze d’ezhan ne vije karet hag enoret nemet-han hep-ken. Ar pez a lavarent a ioa gwir, rak Doue a fell d’ezhan ne ve nemet-han hep-ken karet hag enoret gan--