Trede kentel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 33-43).
◄   Eil gentel Trede kentel Pederved kentel   ►



TREDE KENTEL


————


Ar fisianz vraz a dleomp da gaout e Jezus-Krist evit ar garantez en deuz diskouezet enn hor c’hever, hag ive evit kement vad all en deuz great evid-omp.


————


1. — Pell a-raok ma voa deut hor Zalver war an douar, ar roue David a lakea he holl fisianz enn-han, o lavaret : « Me laka va ene etre ho taouarn, c’houi ho peuz prenet ac’hanoun, o Doue ar Wirionez ! » Muioc’h a dro hor beuz-ni, kristenien, da gaout fisianz e Jezus-Krist evit n’en devoa ar roue David ; rak ni a c’hoar ez eo deut var an douar hag en deuz great al labour a ioa lavaret, evit prena ac’hanomp dioc’h maro an ifern. Lavaromp eta dalc’h-mad komzou ar roue David.

2. — Mar hor beuz tro da gaout aoun rak maro an ifern gant hor pec’hejou, ar grasou en deuz gounezet d’e-omp Jezus-Krist a dle lakaat ac’hanomp da gaout muioc’h a fisianz e Doue, ar grasou-ze a zo madou braz-meurbed ; krevoc’h int evit hor savetei eget na d-eo hor pec’hejou evit hor c’has da goll. Enn eur bèc’hi e tigoromp an ifern, hor Zalver a-vad a zo deut da zamma beac’h hor pèc’hejou ha da

walc’hi hon ene enn he c’hoad sakr.

3. — Enn amzer ma tigwezaz d’e-omp pèc’hi, Doue hor barnaz da vervel evit mad. Petra reaz neuze Jezus-Krist ? Krègi er varn-ze a reaz hag o veza staget anezhi oc’h ar groaz, ez eaz da netra e-touez he c’hoad. Dre-ze, n’omp ket evit gwelet barnedigez Doue hep gwelet ive ar groaz a zo warn-n-hi ar varn-ze kaset da netra gant Jezus-Krist, hep kaout fisianz ez eo taolet hor pec’hejou divar-n-omp hag e vezimp salvet da viken.

4. — Peger kre eo goad Jezus-Krist evit tenna war-n-omp trugarez an Aotrou-Doue ! Goad Abel o tamall Kain gwechall ne voe netra e-skoaz d’ezhan. Ha c’houi zo euruz, pèc’herien baour, c’houi a c’hell en em erbedi oc’h Jezus stag oc’h ar groaz, oc’h Jezus en deuz skuillet beteg ar berad divèza euz he c’hoad evit gellout en em lakaat etre Doue, he Dad, hag ar bèc’herien, evit ma vezo lamet ho fèc’hejou diwar-n-ezho. Gwir eo, ho pèc’hejou, kristenien, a zao hag a gri enn hoc’h enep ; evelato, goad hor Zalver a zao hueloc’h c’hoaz hag a erbed evid-hoc’h ; neuze dourn Doue a sko a-biou, o veza ma teu mouez he Vap ha goad Jezus da derri nerz an droug a ioa savet enn-han, dre ho pèc’hejou.

5. — Red eo hen anzao, striz e vezo war-n-omp, pa rankimp anaout ha niveri hor pèc’hejou dirak Doue. Hogen, me her goulenn, piou a varno ac’hanomp ? Bezomp fisianz ! Hor Zalver a vezo hor barner, rak digant Doue he-unan en deuz bet karg a gement-se. Setu

perak e lavar an Abostol sant Paol ez eo
arabad d’e-omp koll kaloun enn eur lavaret :

Piou a zo galvet da veza hor barner ? Hor Zalver he-unan eo. Evit miret na vezimp barnet da vervel da virviken ez eo en em varnet he-unan da vervel evid-omp ; ha setu a zo c’hoaz : ouc’h-penn ar vadelez vraz-se en deuz bet, bepred ema dirak Doue, he Dad, oc’h erbedi evit ma vezimp salvet. Rak petra eta ho peuz-hu aoun, pèc’her paour, eme zant Thomaz a Vilneuf ? Mar ho peuz keuz ha glac’har d’ho pèc’hed, mac’h anzavit anezhan, mar ho peuz kaz ha droug out-han brema, penaoz e c’hellfe barn ac’hanoc’h eun Doue a zo maro evit ho savetei ? Penaoz e ve Jezus evit ho kas diout-han mar tistroit d’en em daol e-c’harz he dreid ? Ha ne d-eo ket diskennet euz an nev evit ho klask, pa redac’h enn he raok ?

6. — Mar hor beuz aoun na gouesfemp divezatoc’h dre hor sempladurez enn eun demptasion-bennag, setu ar gentel a re d’e-omp an Abostol sant Paol evit miret na blegfemp gant hini e-bed. Deomp d’ar brezel hep distrei hon daoulagad diwar Jezus stag oc’h ar groaz ; diwar-n-ezhi e kinnig de-omp an nerz a zo red, dre-z-hi e vezimp treac’h hag hor bevezo ar gurunen. Mar d-omp kouezet, amzer a zo bet, ez eo dre n’hor beuz ket eveseat a-walc’h oc’h gouliou hag oc’h mez hor Zalver, dre n’hor beuz ket goulennet nerz out-han. Hiviziken a-vad mar sonjomp a-zrèvi er poaniou en deuz gouzanvet dre garantez ouz-omp, mar taolomp evez piz oc’h ar mall en deuz da astenn

d’e-omp he zourn pa c’halvomp anezhan, neuze, e
gwirionez, ne vezimp trec’het birviken gant

hon enebourien. Santez Thereza a lavare : « N’oun ket evit anaout penaos ho defe an dud kement a aoun rak an droug-spered evel ho deuz, pa ’z eo gwir n’euz nemet lavaret hano santel Jezus evit lakaat anezhan da grena. » Goude-ze evelato ar zantez-ma a lavare c’hoaz : « Hon holl nerz ne dalvez netra, ma ne gasomp ket a-biou d’e-omp ar fisianz hor heuz enn-omp hon-unan, ha ma ne lakeomp hon holl fisianz e Doue hep-ken. »

7. — Maro hor Zalver ha Sakramant an Aoter a zo evid-omp daou vister braz a fisianz hag a garantez : misteriou int ne gredfe den anezho, ma ne deufe ket ar feiz da lavaret d’e-omp ez int gwirion. Petra ! eun Doue holl-c’halloudek a zo en em c’hreat den, en deuz skuillet he c’hoad hag a zo marvet e-kreiz ar poaniou hag an anken war eur groaz ! Evit petra en deuz-hen great kement-se ? Evit gwalc’hi hor pèc’hejou enn he c’hoad, evit savetei ac’hanomp, ni douar ha ludu, ni prenved-douar savet a-eneb hon Doue ; setu ! Ne d-eo c’hoaz nemet nebeud a dra. Evesait, tud kristen, evesait oc’h ar c’horf sakr-se, staget e sakrifiz evid-hoc’h oc’h ar groaz ! lavarit : ha perak ez eo roet d’e-omp evit hor maga, evit na vezimp nemet unan gant-han ? O va Jezus, an daou vister bras-se a dlefe lakaat tan ho karantez da gregi e pep kaloun kristen ! Piou eo brema ar pèc’her, piou an torfedour braz ha n’en defe ket a fisianz e vezo taolet he

bèc’hejou a-biou d’ezhan, mar en deuz keuz
ha glac’har o welet eun Doue a zo karantez

holl, eun Doue ken douget da ober vad d’an dud ? An dra-ze eo a zigase kemend a fisianz da zant Bonavantur hag a rea d’ezhan lavaret : « Penaoz ne rofe ket d’in ar grasou am beuz izomm da gaout an hini en deuz great kemend-all a draou, gouzanvet kemend-all a boaniou evit savetei ac’hanoun ? »

8. — Deomp eta gant fisianz war-zu tron ar c’hras, evit ma hor bezo trugarez digant Doue. Tron ar c’hras a zo ar groaz ; out-hi eo stag Jezus ; diwar-n-hi eo e skuill he c’hras hag he drugarez war ar re a bed hag a c’halv anezhan. Red eo he c’hervel, ar c’henta ar gwella, epad ma c’hellomp c’hoaz kaout diganthan an nerz hor beuz izomm evit ober hor silvidigez : marteze divezatoc’h n’hor bezo mui a amzer. Deomp eta gant mall, da vriataat kroaz Jezus-Krist, deomp gant fizianz d’he c’haout, arabad eo d’e-omp choum a zav, peger paour-bennag e vemp. Kaout a raimp e Jezus-Krist ar madou hag ar grasou hor beuz diènez anezho ; he vadèlez e deuz digoret tenzor an Aotrou-Doue ha roet d’e-omp perz er grasou hor beuz izomm da gaout.

9. — Jezus-Krist enn eur vervel war ar groaz en deuz prenet d’e-omp madou hag a zo pell enn tu all d’ar gaou a reaz an droug-spered dre ar pèc’hed. Kement-se a zo gwir, hag evel a lavar an Abostol sant Paol, el leac’h ma voa pèc’hejou a-leiz, ar c’hras a zo bet eat dreist c’hoaz. Perak eta n’hor be-ni ket a fisianz hor

bezo kement tra hor beuz izomm dre vadelez
grasou hor Zalver, Jezus ? Hen he-unan a lavar

e vezo roet d’e-omp kement a c’houlennimp enn hano Doue, he Dad. Penaos ive ne rofe ket Doue, an Tad, d’e-omp ar pez a c’houlennimp, pa en deuz roet he Vap Jezus, ar Map n’en doa nemet-han, ar Map a zo ker karet gant-han ha m’en em gar he-unan ? An Abostol a lavar c’hoaz en deuz Poet d’e-omp pep gras gant Jezus, hogen e pep gras ema ar grasou hell, da lavaret eo, ne d-euz gras e-bed er meaz ; enn ho zouez ema ar c’hras a neta hon ene euz a hep pèc’hed, ar c’hras da genderc’hel er mad bete mervel, ar c’hras da gaout karantez Doue, da veza e stad vad ha da vont rag-êeun d’ar baradoz. Evit kaout ar grasou-ze a-vad, ez eo red e pedfemp an Aotrou-Doue, ha Doue a zo leun a vadelez e-kever ar re a bed anezhan, Doue a roio d’e-omp hervez hor peden hag hor goulenn.

10. — Evit lakaat da greski ar fisianz a zo red da gaout e madelesiou Jezus-Krist, me a ia da lavaret ama war-lerc’h eun darn euz a gomzou kaera an tad Avila.

11. — Na ankounac’hait ket, kristenien, ema Jezus-Krist, a zo Doue ive, etre Doue an Tad ha ni, pèc’herien ma’z omp ; oc’h Jezus omp stag ker stard gant liammou kre ar garantez ne d-euz netra e-bed, nemet ar pèc’hed, siouaz ! a gement a ve evit dont a-benn da derri, na zo-ken da zistarda anezho. Goad Jezus a gri-forz o c’houlenn trugarez evid-omp. Krial a ra ken estlammuz, na vez ket klevet trouz hor pèc’hed. Jezus-Krist, o vervel, en deuz kaset

hor pèc’hejou da netra.

Mar d-a eta an den da goll, ne d-eo ket o veza ne d-eo ket paet ar boan a zo dleet d’he bec’hejou ; da goll ez a, dre ne fell ket d’ezhan gounit, dre ar zakramanchou, ar pez a zo bet paet evit-han ha roet d’ezhan gant Jezus-Krist.

12. — Jezus-Krist en deuz kemeret ar garg da barea hor poaniou, e c’hiz ma vije bet kement-se he dra he-unan ; kemeret en deuz hor pèc’hejou, evel pa vijent bet he bèc’hejou he-unan ; goulennet en deuz ma vijent taolet diout-han gant Doue, ha pedet en deuz Doue, gant kement a garantez ouz-omp holl, n’en divije ket pedet muioc’h ha pa vije bet red evit-han he-unan ; pedet en deuz Doue, he Dad, da garet ar re a felle d’ezho tostaat outhan.

Doue neuze en deuz selaouet pedennou he Vap, enn eur lavaret e vijemp hiviziken, Jezus ha ni, evel unan hep-ken, hag e vijemp dre-ze ive, evel Jezus, karet pe gaseet gant-han. Hogen, dre ne d-eo ket Jezus kaseet nag evit beza kaseet gant he Dad, mar choumomp unan gant-han dre ar garantez, e vezimp ive karet atao ; rak Jezus-Krist o veza karet gant Doue, ni a vezo karet ive, pa c’hell muioc’h Jezus lakaat Doue d’hor c’haret eget na c’hellomp-ni, dre ar pèc’hed, lakaat Doue da gaout droug ouz-omp, pa ’z eo gwir en deuz an Aotrou-Doue, an Tad, muioc’h a garantez ouz he Vap eget n’en deuz kasouni oc’h ar bèc’herien.

13. — Jezus en deuz lavaret d’he Dad : Va Zad, me a fell d’in e ve ar re ho peuz roet d’in

el leac’h m’emaoun va-unan. Ar garantez a
voe treac’h d’an droug. Jezus, o lakaat hor

pèc’hejou da vont diwar-n-omp, en deuz roet d’eomp ive ar fisianz ne vezimp dilézet birviken gant-han ; eur fisianz eo hag a zo kre ha mad, pa ’z eo harp war ar garantez en deuz Doue ouz-omp.

Eur vamm, lavarit, hag hi a c’hell ankounac’haat he Map ? Mad ! mo ive a lavar d’e-hoc’h, eme an Aotrou-Doue da Izaï, ha pa deufe eur vamm da ankounac’haat he map, evid-oun-me, ne ankounac’hain ket ac’hanoc’h, o veza ma ’z eo skrifet hoc’h hano em daouarn. Ia, gwir eo, Jezus, hon Aotrou hag hor Zalver, en deuz skrifet hon hano enn he zaouarn sakr gant he c’hoad he-unan. Dre-ze eta, arabad eo hor be nec’h gant netra ; kement zo a zo douget diwar-bouez daouarn Jezus stag oc’h ar groaz evid-omp, evit diskouez bete pegeid ez a he garantez enn hor c’hever.

14. — Netra na dle enkrezi ac’hanomp, pa c’hell Jezus hon diboania. Pa grenin gant spount evit va fèc’hejou tremenet ha gant aoun rag ar re da zont, gant aoun rak troidellou an aerouant, neuze e troin oc’h va Zalver trugarezuz, oc’h Jezus en deuz va c’haret bete mervel evid-oun ; neuze e lakiin enn-han va holl fisianz. Derc’hel stad a ra ac’hanoun emichans, pa ’z eo en em roet holl evit va zavetei.

O va Jezus, porz kaer ha mad ar re a glask ac’hanoc’h enn ho izommou, Doue hon ene,

skei a ra war an hent fall piou-bennag n’en
deuz ket a fisianz enn-hoc’h, hag hen c’hoant

d’ezhan da zistrei d’ar mad ha d’ar furnez. Lavaret ho peuz : me a zo an Aotrou, n’ho pezet ket aoun, me a ro d’e-hoc’h dizoan hag anken pep eil. Digas a ran peb enn amzer d’am zervicherien wella enkresiou kriz ha kalet evel poaniou ifern ; goude-ze a-vad e tennan anezho euz ho foan. Me a gomzo evid-hoc’h dirak Doue ; ho tra a zo va zra-me. Me a zo kred evid-hoc’h hag a zo deut da baea ho tle. Me am beuz da welet war-n-hoc’h, rak prenet hoc’h bet gant va goad, ha p’am beuz prenet ac’hanoc’h ne d-eo ket evit ho tilezel, evit ho pinvidikaat eo a-vad, koustet ker a-walc’h oc’h d’in.

Penaos eta, eme Jezus, e c’hellfen-me pellaat dioc’h an hini a glask ac’hanoun gant kement a garantez, me an hini a zo bet eat a-benn kaer da gaout ar re a deue da ober d’in pep seurt dismegans ? N’em beuz ket distroet va fenn dioc’h ar re a skoe gan-en, hag e tistrofen dioc’h an hini a fell d’ezhan va c’haret ha va azeuli ? Penaos e c’hellit-hu kredi n’oc’h ket karet gan-en, ha c’houi o welet emaoun etre daouarn va enebourien dre garantez ouz-hoc’h ? Ha disprizet em beuz-me biskoaz an hini a gare ac’hanoun ? Ha dilezet em beuz-me gweach e-bed an hini am galve da rei nerz d’ezhan, pa ’z an dre an hentchou da glask ar re zo-ken a bella diouz-in ?

15. — Mar kredit en deuz Doue, an Tad, a zo a-viskoaz da-viken, roet d’e-hoc’h he Vap,

Jezus, kredit ive e roio d’e-hoc’h pep tra
ouc’hpenn, rak kement so goude ne d-int netra

e-skoaz Jezus. Arabad eo d’e-hoc’h kredi ken nebeud e vec’h ankounac’heat gant Jezus, pa ziskouez bemdez d’e-hoc’h he garantez, p’en deuz lèzet gan-e-hoc’h he gorf hag he c’hoad, enn eur ger, hen he-unan holl er Zakramant euz an Aoter.


Peden a Garantez


O va Jezus, c’houi a zo va c’harantez, nag a fisianz am beuz-me enn ho maro ! Hag aoun a c’hellfen-me da gaout n’am be ket gras evit. va fèc’hejou, hag ive an holl grasou am beuz izomm evit mont d’ar Baradoz, goude ma ho peuz-hu, Doue holl-c’halloudek, skuillet ho koad evid-oun ? O va Jezus, va fisianz ha va c’harantez, falvezet eo bet gan-e-hoc’h koll ho puez evit miret na vijen-me kollet ! Ho karet a ran, va Zalver ha va Doue, ho karet a ran dreist pep tra. En em roet oc’h holl d’in-me, ha me ive a fell d’in en em rei holl d’e-hoc’h. Digemerit mad ar c’hoant hag ar garantez a zo em c’haloun, her lavaret a ran eur weach c’hoaz gant kant gweach all : me a gar ac’hanoc’h hag ho karet a fell d’in da-viken. Grit na baouezin morse da lavaret an tri c’her-ze : me a gar ac’hanoc’h ! Grit ma vezint ar c’homzou divèza a lavarin, evit na baouezin d’ho karet da-viken !

Ho karet a ran, ha dre ma karan ac’hanoc’h, em beuz keuz ha glac’har da veza, enn

eur bec’hi, droug-c’hreat enn ho kever. Me,

an den reuzeudik, allaz ! kollet em beuz ac’hanoc’h, va Doue, c’houi ar mad dreist pep mad, evit eur c’hoantegez an distera. Muioc’h a geuz am beuz evit kement-se eget evit kement droug all a zo ; hogen, ar pez a re dudi d’am c’haloun eo ez oc’h mad dreist pep mad, ha n’oc’h ket evit disprizout eur galoun e deuz karantez ouz-hoc’h. Ha perak, va Doue, n’oun-me ket evit mervel evid-hoc’h, pa ’z oc’h marvet evid-oun, va Zalver ? Fisianz am beuz e vezin saveteat da-viken ; grit ma kendalc’hin d’ho karet da-viken. Roit d’in ar c’hras, dre nerz ho maro, va Zalver, da zerc’hel mad d’ho pedi atao ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari ; fisianz am beuz e savo ho peden gant Va hini-me hag ez aio dre ho taouarn dirak Jezus, ho Map karet, evit m’am bezo ar c’hras a c’houlennan.