Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/225

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —

ac’hanoc’h. Gwerc’hez-Vari, va rouanez ha va mamm, ho pedi a ran, dre ar garantez vraz o peuz bet ouz ho Map, grit d’in ar c’hras m’en em erbedin atao oc’h Jezus hag ouz-hoc’h-hu bete mervel.


Diwar-henn sèc’hor hag enkrez an ene


17. — Fall a rear, eme zant Fransèz a Zal, lakaat ar feiz hag ar zantèlez dioc’h ma vez bihan pe vraz an dudi a gaver e servich Doue. Ar wir zantèlez a zo beza douget da ober ar pez a fell da Zoue : dre ar zec’hor eo e teu an Aotrou-Doue da lakaat da starda out-han gant karantez an eneou a gar muia. Ar pez a vir muia ouz-omp da veza a-unan gant Doue, eo dre ma ’z omp douget d’hon techou fall ha direiz. Pa fell da Zoue lakaat eun ene mad d’he garet a wir galoun, e klask da genta an doare da zistaga anezhan dioc’h pep karantez oc’h madou an douar. Neuze e lam digant-han, nebeud-a-nebeud, joaiou, madou hag enoriou ar bed, he vignouned, he gerent, he ièc’hed, ha dre an diouer euz an traou-ze holl, e tistag anezhan dioc’h kement zo krouet, evit ma teuio da garet Doue hep-ken.

18. — Doue neuze, evit lakaat an ene da garet madou an nev, a skuill enn-han, da genta dudiou ker braz ma red euz an daoulagad daelou stank a levenez. Ker mad eo an dudiou-ze, ma tistag gant-ho. an ene dioc’h kement tra a gar, ha m’en em laka da ober