Mont d’an endalc’had

Trizekved kentel

Eus Wikimammenn
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 158-169).
◄   Daouzekved kentel Trizekved kentel Diwar-benn senti   ►


TRIZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist ne fell d’ezhan netra all e-bed nemet ar pez a fell da Jezus.


————


1. — Ar garantez a zo atao gant ar Wirionez ; gouzout a ra ez eo Doue ar mad ne d-euz nemet-han, hag ec’h argarz an droug a zo a-enep da Zoue ha ne blij netra d’ezhi kement hag ober ar pez a fell da Zoue. Dre-ze, an den a gar Doue ne ra forz euz ar pez a lavarer anezhan, ne zonj nemet da blijout d’an Aotrou-Doue. Ne d-euz den hag a ve ker karet gant Doue ha ma ’z eo an hini a zo he aked kerzet gant hent ar wirionez, ha ne ra van nag euz ar pez a lavar pe a grad an dud diwar he benn, nag euz av pez a reont d’ezhan.

2. — Lavaret ez euz bet ama diaraok ar wella stad hag ar zantela evit eun ene a zo en em zilèzel a-grenn he-unan hag ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue ; gwelomp brema penaos. Mar fell d’e-omp e vemp santel, arabad eo e rafemp ar pez a fell d’e-omp, greomp hep-ken ar pez a fell da Zoue, rak gourc’hemennou hag aliou an Aotrou-Doue a zo ober ha gouzanv kement tra a fell da Zoue hag enn doare ma kar. Pedomp an Aotmu ma roio d’e-omp ar frankiz a spered ha ma karimp ar pez a blij da Jezus-Krist, pegen diez-bennag e ve d’ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan pe d’an douj hor beuz evit ar bed. Karantez Jezus-Krist a laka hevel-hevel ar westl hag ar mel ; hag an den a zo ar gwir garantes-se enn he galoun, ne fell d’ezhan netra nemet plijout da Zoue a rafe. Poania a ra ker kalounek ha ker laouen gant traou zo diez ha braz evel gant ar re a zo bihan hag eaz, ha nemet e plijo he labour da Zoue, mad eo neuze.

3. — Sant Augustin a lavar : karit Doue ha grit a gerroc’h. An hini a gar Doue e gwirionez ne glask netra ken nemet plijout d’ezhan, hag eun dudi eo d’an ene mad servicha an Aotrou-Doue. « An hini ne glask nemet lakaat laouen hag euruz he vuia karet, eme zantez Thereza, a zo atao he galoun douget d’ar mad hag atao o klask an tu d’he ober. » Ker kre eo nerz ar gwir garantez ma teu da lakaat an den d’en em ankounac’haat a-grenn he-unan e pep tra, evit dastum a bep tu gloar, enor ha mad d’an hini a zo karet gant-han. Ar gwasa a zo, siouaz ! o va Doue, eo n’oc’h ket karet a-walc’h hag e kement tra a reomp war an douar, ma ve hor c’haloun troet atao war-zu enn-hoc’h, e vemp abred er penn divèza euz hon hent. Hogen siouaz ! koueza a reomp aliez ! ha goude koueza, e krenomp war hon treid hag e faziomp pep gammed, dre na zellomp ket piz a-walc’h oc’h hon hent. Dre-ze hor spered hag hor c’haloun, ha kement a ia anezho, me lavar c’hoant ha pedennou, a dle beza troet atao da blijout da Zoue, rak an bout a gaso ac’hanomp war-êeun d’ar stad santel a zo ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue.

4. — An Aotrou-Doue a fell d’ezhan e ve karet a galoun gant pep hini ac’hanomp, hogen ne garer Jezus-Krist a-greiz ar galoun, nemet pa lavarer d'ezhan gant gwirionez evel an Abostol : « Aotrou, grit mao’h anavezin ar pez a fell d’e-hoc’h a rafen, setu me ama diraz-hoc’h. » Kredomp er-vad, pa fell d’e-omp ar pez a fell da Zoue, neuze eo e klaskomp gwella hor mad, rak Doue na fell d’ezhan nemet ar pez zo gwella d’e-omp. Sant Visant a Baol a lavare : « Ober e pep tra ar pez a fell da Zoue a zo tenzor eur c’hristen hag eul louzou mad oc’h pep droug, rak eno ema an dilèz a ra an den anezhan he-unan, karantez Doue ha pep mad. » Setu e berr gomzou ar stad wella ha santela. Hor Zalver a lavar ne gouez ket eur vleven euz hor penn hep na fell da Zoue, evit diskouez e tigollo mad ac’hanomp euz a gement tra a raimp peeuz a gement droug a c’houzanvimp hep klemm, gant ma vezo great ar pez a fell d’ezhan hag evit plijout d’ezhan. « War gement-man, eme zantez Thereza, an Aotrou-Doue ne zigas morse poan e-bed d’e-omp hep rei da zigoll anezhi eur vad all-bennag. »

5. — Ober ar pez a fell da Zoue a zo en em rei d’ezhan bepred hag e pep leac’h, hep derc’hel netra enn tu diouz-omp. Setu ar penn huela euz a skeul ar zantelez ; war-zu eno eo e tle sevel atao hor labour, hor c’hoant hag hon holl bedennou. Pa lennomp ez eo bet douget santez Thereza dre he spered enn nev koulz ha sant Filip Neri ha kalz a zent all, e teu c’hoant d’e-omp ive da gaout hor lod euz eun dudi ker braz. Ar c’hoant-se, pa ne zao ket euz eur galoun izel, a dle beza bannet kuit gan-e-omp. Sent e vezimp mar d-omp santel ha ma d-eo hor c’haloun hag hon ene, e pep tra a reont, a-unan gant an Aotrou-Doue. « Trei a ra diwar ar gwir hent ha fazia kalz, eme zantez Thereza, an nep a gred e vcz a-unan gant Doue, pa vez douget dre he spered enn nev, ha pa danva eun dudi vraz enn he galoun. » Beza a-unan gant Doue a zo suja a galoun vad da Zoue ha d’ar pez a fell d’ezhan ; neuze ez eo mad-meurbed hor sujidigez, pa vez hon ene distag dioc’h pep tra hag a-unan hep-ken gant Doue, enn hevelep doare m’ema Doue, e kement tra a reomp, o lakaat ac’hanomp da ober ar pez a fell d’ezhan. Setu hep-ken hag e gwirionez beza a-unan gant Jezus ; n’em beuz ken c’hoant ha goulen a ran ma vezin atao a-unan evel-se gant an Aotrou-Doue. Lavaret a rear : «  Aotrou, d’e-hoc’h e roan kement am beuz c’hoant da ober, ne fell d’in nemet ar pez a fell d’e-hoc’h », ha rak-tal ma teu eun dra-bennag da stourm oc’h an den, ne c’hoar ket en em lakaat dindan dourn Doue ; klemm a ra ez eo re vraz he loden boaniou, hag evelse ez eo reuzeudik epad he vuez.

6. — Pleget dindan ar beac’h poaniou a zo war-n-omp, mar en em lakafemp e gwirionez da vont dre zourn Doue ha mar grafemp a galoun ar pez a fell d’ezhan, neuze e teufemp da veza santel ha sent hag an dud eurusa a ve. Poaniomp eta ha bezomp aketuz e pep tra a c’hoarvez gan-e-omp, da blega da Zoue ha da c’hoantaat ar pez a fell d’ezhan ; eun ali eo hag a zo met d’e-omp gant ar Spered-Santel. Tud zo hag a dro ken aliez hag an avel : laouen ha mad int, epad ma ’z a an traou dioc’h ho dere hag ho c’hoant ; dioc’h-tu a-vad ma stok ha ma stourm an distera tra out-ho, dioc’h-tu ho deuz poan hag e klemmont. Ar seurt tud-se ne bignint birviken bete stad kaer ar zantèlez, hag bed he buez e vezint reuzeudik, o veza ma ’z eo ar boan er bed-man stankoc’h eget an dudi. Santez Dorote a lavare : « Kemeret euz a greiz ar galoun kement tra a zeu digant Doue, a zo eun doare vad evit derc’hel ar peoc’h enn ene. » An tadou koz euz an dezerz ne veze morse droug enn-ho ; atao e vezent laouen, dre ma kemerent a galoun vad hag a berz Doue ar pez a c’hoarveze gant-ho. Euruz eo an hini a zo en em lakeat da ober ar pez a fell da Zoue ; ne c’houez ket he galoun enn he greiz evit eun dra vad-bennag a ra, ne vez ket trec’het morse gant ar boan na gant an enkrez, rak gonzout er-vad a ra e teu d’ezhan kement-se holl euz a zourn Doue ; ar pez a fell da Zoue a gas hag a Pen c’hoantegesiou he galoun ; ne fell d’ezhan netra nemet ar pez a fell da Zoue ; ne glask ket ober kalz-a draou, klask ober gwella ma c’hell eo a ra ; ar pez a c’hoar a vezo kavet mad dirak Doue. Dre-ze e kav gwelloc’h en em rei d’an traou bihana ha distera euz he stad eget d’ar re vrasa, dre ma wel e teufe ar garantez en deuz out-han he-unan da gregi er re-man ha da lamet anezho digant-han. Fur eo e kement-se, rak oc’h ober ar pez a zo gourc’hemennet gant he stad e c’hoar er-vad e ra hervez ma fell da Zoue.

7. — Euruz e vezimp, mar karomp beza a galoun vad dindan dourn Doue e pep tra a zigas d’e-omp, hep sellet tamm pe ez int hervez ma fell d’e-omp pe ne d-int ket. « Pe goulz e teuimp-ni a-benn, eme zantez Janned a Gantal, da veza laouen o kemeret kement poan a c’hoarvez gan-e-omp, oc’h evesaat e teuont digant Doue a zigas ar glao hag an heol pep eil, ar boan hag an dudi, dre garantez ouz-omp hag evit hor brasa mad ? Pe goulz e vezo an deiz m’en em daolimp-ni etre divreac’h an Aotrou-Doue a gar kement ac’hanomp, hag e lezimp-ni etre he zaouarn hon eneou ha kement zo ac’hanomp, o terc’hel gan-e-omp hep-ken zu- c’hoant d’he garet ha da blijout d’ezhan mui-oc’h-mui ? » Mignouned sant Visant a Baol a lavare aliez : « An Aotrou Visant a ioa Visant atao, o veza ma voa laouen ha mad e pep leac’h hag e pep tra. » Ha perak kement-se ? O veza ma voa en em lakeat holl etre daouarn Doue, dre n’en devoa aoun rak netra e-bed, ha ne falveze d’ezhan netra nemet ar pez a blije da Zoue. « Oc’h en em lezel evel-se gant Doue, eme zantez Thereza, e teu ar spered da gaout ar frankiz vraz ho deuz bet an eneou mad, ar frankiz-se e deuz lakeat anezho da veza ken euruz ha ma c’heller beza war an douar, rak pa na vez aoun rak netra, pa na vez c’hoant euz a netra a gement zo er bed, neuze ive e vezer perc’hen da bep tra. »

8. — A-leiz a dud enn enep a wisk ar zantèlez dioc’h ma tro ho mennoz ; mar d-eo tenval ho spered, e klaskont beza ho-unan ; mar d-int tear hag ampart, ho gweler o prezeg, o vont hag o tont gant difre ; mar d-int sperejou rust, ec’h on em gastizont hag e reont pinijen galet ; mar karont al largentez, e roont an aluzen. Setu aze evit darn anezho ; darn all a lavar kalz pedennou a c’henou, a ia da bardouna hag enn holl draou-ze a reont, pep hini anezho a gav ema ar zantelez. An oberou-ze a ziaveaz, pa vezont great mad,a zo ar frouez euz a garantez Doue, ne d-int ket a-vad ar wir garantez, rak an den en deuz karantez, n’ema ket e poan gant-han he-unan, en em zilezel holl a ra evit ober dioc’h ma fell da Zoue ; klask a rear neuze ar pez a blij muia da Zoue, ha kement-se o veza ma ’z eo eun dr'a dleet d’ezhan evit he vadèlez.

9. — Kalz a lavar : me fell d’in servicha Doue gant ma vezin el leac’h-ma ’l leac’h, er garg-ma ’r garg, gant he-man pe gant hen-hont ; gant ma vezin eaz hag hervez va c’hoant a ve koulz da lavaret dioc’h-tu, rak anez ne d-euz den evit kaout netra vad digan-e-omp, anez e tilesfemp ar mad, pe n’her grafemp nemet laosk atao. Evit an doare-ze ar spared ne d-eo mui dilui, evel hualet eo gant ar garantez en deuz out-han he-unan ; ar mad a den neuze d’an den ne d-eo na braz na pounner ; atao ema dindan nèc’h, o veza ma kar ober ar pez a fell d’ezhan he-unan ha ma kav diez mont da heul Jezus-Krist. Ar re a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez, ar re-ze a-vad ne garont nemet ar pez a blij d’ezhan hag o veza ma plij d’ezhan ; he garet a reont e peb amzer, e peb leac’h hag enn doare ma fell gant Jezus-krist e ve karet, pe hi a zo enn eur garg dister pe enn eur garg huel. Setu eno ar frouez mad a zav war garantez Jezus, ar garantes-se eo a zo red d-eomp da gaout kousto pe gousto, o trec’hi war-n-omp hon-unan ha war hor c’harantez hon-unan ; ne fell dezhi ober nemet ar pez a zo kaer ha dioc’h he c’hoant. Ha da betra, lavarit, ez eo mad kaout er bed-man kargou huel, enoriou ha madou a-leiz, ma ne fell ket da Zoue her be anezho ? « Gwell e ve gan-en, eme an den euruz Herri, beza eur prenv iskiz, gant ma plijin da Zoue, eget beza eun arc’hel ac’hanoun va-unan. »

10. — Deiz ar varn kalz a lavaro : « Aotrou, ha n’hor beuz-ni ket prezeget enn hoc’h hano, kaset kuit an droug-sperejou ha great eun taal-braz a vurzudou ? » An Aotrou neuze, o tistrei out-ho, a lavaro : « Pellait diouz-in, n’oc’h bet biskoaz va diskibien, rak n’ho peuz ket great ar pez a felle d’in, great he peuz hep-ken ar pez a felle d’e-hoc’h. » Dre gement-se eo anat ez eo red d’an den evit dont d’ar stad santela, da genta, en em zisprizout he-unan ; d’an eil, en em zistaga a-grenn dioc’h c’hoantegesiou he galoun ; d’an trede, en em lakaat da ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue. Piou-bennag ne d-a ket dre an teir deres-se a skoio atao a-biou an hent mad, a-biou hent ar zantelez. Eur servicher braz da Zoue a lavare aliez e voa gwelloc’h d’an den, e pep tra a rea, ober atao ar pez a fell da Zoue, eget klask he c’hloar, rak neb a ra ar pez a fell da Zoue, a glask ive he c’hloar dre-ze. « Evit an hini, eme-z-han, ne labour war he vennoz nemet evit gloar Doue, a fazi aliez, dre ma ra ar pez a fell d’ezhan he-unan war zigarez ober evit gloar Doue. » Sant Fransèz a Zal en deuz taolet evez oc’h kalz a dud a lavar da Zoue : « Aotrou, en em rei a ran d’e-hoc’h holl ha kement zo ac’hanoun. » Enn ho zouez, eme ar zant-se, nebeud a zo hag a ra ar pez a lavaront. An dilez-vraz-se euz an den etre daouam Doue a zo o kemeret hevel hag hevel, koulz lavaret, kement a zigas an Aotrou-Doue d’e-omp ; ar poaniou, an ankrez, an dismeganz, ar c’hlenved, an enor, ar c’hloar hag ar ièc’hed.

11. — E-kreiz ar poaniou hag an anken, eo ec’h anavezer dreist holl an ene a gar Jezus-Krist gant eur gwir garantez. Hen-nez ne gar ket Jezus-Krist a galoun vad, nep piou-bennag eo, ne fell ket d’ezhan gouzanv netra dre garantez oc’h Jezus hag a zo gwelloc’h gant-han mont e pep tra da heul he benn. An hini a-vad, eme an tad Alvarez, a c’houzanv he boaniou hep klemm hag a zo laouen gant-ho, hen-nez a red buan enn hent ar zantelez. Hag hen zo eun eurusted vrasoc’h eget gouzout e plijer da Zoue ? Hogen, morse ne c’hoar an den gwelloc’h e plij da Zoue eget pa grog a dro-vriad ha kalounek er c’hroasiou a zigas Doue d’ezhan. Doue a gar beza trugarekeat evit he vadelèsiou, hag an nebeud geriou-ma : Doue ra vezo meulet, lavaret a galoun e-kreiz eur boan-bennag, a zo kalz gwelloc’h dira-z-han eget na d-eo an holl meuleudiou roet gant eun ene a zo leun a zudi, eget an holl bedennou a ve great ida drugarekaat anezhan e-kreiz ar joa hag ar vad en em gav.

12. — Ne d-eo ket a-walc’h kemeret a galoun vad ar poaniou a hep seurt a zeu d’e-omp digant Doue, evel ma ’z eo ar c’hlenvejou, nebeud a spered pe a skiant, pe ar c’hollou, red eo d’e-omp ive gouzanv hep klemm ar poaniou hor beuz a berz an dud, evel an dismeganz, an droug-prezegerez, al laeronsiou. Ar re-man hag ar re-ze a zeu d’e-omp holl dre zourn Doue. Semei a wall-gomzaz oc’h David hag a daolaz mein out-han. Ar bobl a falveze d’ezhan he lakaat d’ar maro, hogen David a lavaraz : list-hen, an Aotrou-Doue a fell d’ezhan e lavarfe hag e rafe kement-se d’in, enn abek d’am fèc’hejou.

13. — Santez Mari-Madalen a Bazzi a lavare e tlie hon holl bedennou goulenn atao digant Doue ar c’hras da ober e pep tra ar pez a fell d’ezhan. Darn zo ha ne glaskont dre ho fedennou nemet kaout ha fanva atao dudi an nev mar gellfent. Evit ar re a zo kre ho feiz hag ho c’harantez, ar re ne c’hoantaont e gwirionez nemet beza holl da Zoue, ar re-ze ne glaskont netra nemet anaout ar pez a c’houlen Doue digant-ho, nemet kaout an nerz da oher penn da benn ar pez a fell d’ezhan a rafent. Evit dont da garet Doue gant eur wir garantez, ez eo red d’e-omp suja d’ar pez a fell d’ezhan. « Na gredit ket, eme zant Fransèz a Zal, ho pe ar wir garantez epad n’ema ket ho kaloun hag ho spered o vont laouen da ober ar pez a fell da Zoue », ha pa ve zo-ken al labouriou ma ’z oc’h muia dic’hoant da ober, rak, eme zantez Thereza, « ar pez a ginnigimp hep-ken a galoun vad da Zoue eo a ra d’ezhan trei ouz-omp ha beza a-unan gan-e-omp. » Dre-ze eo e lavarer ne c’houfe den beza a-unan gant Doue, nemet war bouez pedi bepred ha c’hoantaat kalounek beza holl da Jezus-Krist.


Peden


14. — Kaloun vad va Zalver, kaloun leun a garantez ouz an dud ! Pa ’z eo gwir e karit ac’hanomp gant eun deneridigez ker braz ! Kaloun hag a dlefe beza digor d’ezhi an holl galounou, ha penaoz ne ven-me ket, gant eur vouez krevoc’h ha kaeroc’h eget trouz ar mor, krevoc’h eget soun skiltr an holl gleier ha kroz an talmou-kurun — ha penaos ne c’hellfen-me ket rei da glèvet ha da anaout d’ar bed holl peger braz eo ho karantez oc’h an dud, peger braz eo ar madelèsiou a skuillit enn eneou a gar ac’hanoc’h-hu hep-ken gant eur wir garantez ! O va Jezus, kemerit ha kavit mad hirio an dilèz a ran ac’hanoun hag euz a gement tra am beuz etre ho taouarn da-viken ; grit mac’h anavezin ar pez a fell d’e-hoc’h a rafen, setu me oc’h ho kortoz, setu emaoun e-tal da ober kement tra a lavaroc’h, gant ma vezo ho kras santel gan-en atao oc’h va harpa !