Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 213-236).
◄ Penaos trec’hi an demptasion | Diwar-benn sec’hor hag enkrez an ene | Evit lavaret berr ► |
17. — Fall a rear, eme zant Fransèz a Zal, lakaat ar feiz hag ar zantèlez dioc’h ma vez bihan pe vraz an dudi a gaver e servich Doue. Ar wir zantèlez a zo beza douget da ober ar pez a fell da Zoue : dre ar zec’hor eo e teu an Aotrou-Doue da lakaat da starda out-han gant karantez an eneou a gar muia. Ar pez a vir muia ouz-omp da veza a-unan gant Doue, eo dre ma ’z omp douget d’hon techou fall ha direiz. Pa fell da Zoue lakaat eun ene mad d’he garet a wir galoun, e klask da genta an doare da zistaga anezhan dioc’h pep karantez oc’h madou an douar. Neuze e lam digant-han, nebeud-a-nebeud, joaiou, madou hag enoriou ar bed, he vignouned, he gerent, he ièc’hed, ha dre an diouer euz an traou-ze holl, e tistag anezhan dioc’h kement zo krouet, evit ma teuio da garet Doue hep-ken.
18. — Doue neuze, evit lakaat an ene da garet madou an nev, a skuill enn-han, da genta dudiou ker braz ma red euz an daoulagad daelou stank a levenez. Ker mad eo an dudiou-ze, ma tistag gant-ho. an ene dioc’h kement tra a gar, ha m’en em laka da ober pinijen, da iun ha d’en em gastiza kalet e pep giz. Da lakaat evez a zo, evelato, oc’h ar frouden a zantelez-ze, hag eun tad-kovesour mad a dle neuze derc’hel penn oc’h an ene kristen ha miret out-han, da vihana, na noasfe ar gastiz a ra oc’h ar ièc’hed. An droug-spered, pa wel ec’h en em roer da Zoue, hag e teu da genta levenez digant-han d’an ene, a re d’ezhan an ali da ober pinijen galet, evit he lakaat da goll ar ièc’hed, ha dre-ze evit miret out-han na raio divezatoc’h na pinijen, na peden, na kommunion, na netra vad all e-bed ken ; hag enn distro euz an hent-ze, e tigaso an den a-nevez da blegou ha da dechou fall he galoun. An tad-kovesour a dle neuze eta miret krenn na rafet ar seurt pinijennou-ze ; kelenn a dle an ene mad d’en em gastiza a galoun, me lavar da c’houzanv hep klemm an dismeganz, ar poaniou, da zenti oc’h he vistri, da choum hep klevet na gwelet ar pez a gare. An ene mad, o vont evel-se rag-êeun dre zourn he dad-kovesour ; pa vezo deut da veza kre a-walc’h he-unan, a c’hello goude oher pinijen gorf nebeud-a-nebeud, gant ma talc’ho evelato da gemeret kuzul eur weach enn amzer. War gement-man, arabad eo lavaret evel-kent ne dalv netra pe ne dalv kalz kastiza ar c’horf, rak pegement-bennag ma ’z eo pinijen ar galoun enn tamm brao gwelloc’h evit mont d’ar zantelez, kastiza ar c’horf ne d-eo ket fall ken nebeud. « Anez kaout poan gorf, eme c hoaz sant Visant a Baol, den ne c’hell a-grenn beza mare d’ezhan he-unan, da lavarct eo, e savo anez enn he enep, he galoun direiz hag he dèchou fall. »
19. — An ene, oc’h en em rei da Zoue hag o kaout da genta eun dudi vraz gant-han, a zilèz an traou krouet a-nebeudou hag hep kalz a boan, evit en em staga oc’h Doue. Hogen, dre ne ra kement-se nemet dre ma kav mad an dudi a danva, hep beza douget a galoun da blijout d’an Aotrou-Doue, an ene-ze a gred, er meaz a wir, e kar Doue seul-vui ma kav mad servicha anezhan. Ha petra a c’hoarvez goude ? Neuze, kristenien, pa vez red dilèzel ar beden hag an traou santel a ra, o kaout enn-ho kemend-all a zudi hag a levenez, evit rankout senti oc’h eur mestr hag ober ar pez a zo dleet d’ezhan dre he stad ; ia, neuze, e vez d’an ene eur boan vraz, neuze en deuz nec’h hag enkrez. Setu, kristenien, peger sempl ha pegen dinerz eo an den a glask e kement tra a ra ar pez a gar hag a gav mad. Goude-ze an ene paour, o welet ne gav mui e servich Doue ar joaiou a gave da genta, a zilèz pep tra vad a rea, a verra he bedennou a zeiz da zeiz hag, enn distro, ne lavar mui hini e-bed. Setu eno petra c’hoarvez gant kalz a eneou ; klevet mouez Doue a reont, mom a reont enn hent ar zantèlez, ha goude bale eur pennad dindan dudiou an nev, dioc’h-tu ma ’z eo red d’ezho dioueret grasou Doue, dioc’h-tu e troont ho c’hein hag e tistroont d’ho buez fall. Red eo eta kredi er-vad : karantez Doue hag he zantèlez n’emaint ket o tanva hep paouez frealz ha dudi gwalc’h ar galoun ; hogen, o trèc’hi ar garantez or beuz ouz-omp hon-unan, evit ober ar pez a c’houlenn Doue hep-ken. Sant Fransèz a Zal a lavar ez eo Doue ker karantezuz, pa zigas poan hag enkrez d’e-omp, evel pa zigas levenez ha dudi.
20. — Epad ma vez Doue hag he joaiou enn ene, ne vez ket diez lezel ar bed hag ar c’hik, ha gouzanv hep klemm an dismeganz hag ar poaniou ; ne d-eo ket eta dre ar garantez en deuz an ene ouz Doue, hogen dre ma ’z ema enn eur stad vad hag euruz eo e c’houzanv he boan. Doue a c’hoar er-vad petra eo an ene ha dre-ze, evit he grevaat, ez a kuit diout-han hag e lam digant-han he joa hag he frealz, evit m’en em zistago gwelloc’h diout-han he-unan. Da genta, e voa euruz ha laouen oc’h en em ginnig hag oc’h en em rei da Zoue, o tigèri he galoun gant fisianz ha gant karantez ; brema a-vad n’en deuz nemet poan ha sèc’hor ; inou en deuz o pedi, o lenn, o kommunia, o veza ne gav mui enn traou-ze nemet spount ha tenvalijen ; kaout a ra d’ezhan ez eo kollet, krena a ra atao gant aoun n’en defe ket pedet mad a-walc’h, ha nèc’het gant an aoun-ze e ped a-nevez ; ankeniet eo gant ar zèc’hor vraz a gav e-kreiz he ene, ha kredi a ra ne glev ket an Aotrou-Doue he beden.
21. — Setu ama ar pez a zo mad hag a c’hellomp da ober e-kever an traou-ze. Arabad eo distrei dioc’h an dudiou a ro Doue, kemeromp anezho gant anaoudègez vad, heb evelato choum re d’ho zanva ha d’ho zaouri, na da veza stad enn-omp gant-ho ; ar stud re vraz-ze a zo enn-omp enn lountrègez a spered, eme zant Iann ar Groaz, ne d-eo ket karet tamm gant an Aotrou-Doue. Dre-ze eta, kasomp euz hor spered ar stad-ze a zo enn-omp evit an dudiou or beuz digant Doue, ha na gredomp ket e ve an Aotrou-Doue ken douget mad evid-omp, dre ma ’z omp gwelloc’h eget ar re all. Ar zonj-ze a lakafe anezhan da vont kuit a-grenn diouz-omp, ha neuze e choumfemp hon-unan gant hor sempladurez hag ar pèc’hed. Dudiou an Aotrou-Doue a zo gwelloc’h d’an ene evit holl vadou hag holl enoriou ar bed.
Trugarekaomp Doue eta evit ar vadèlez en deuz bet da rei anezho d’e-omp, hag enn eur drugarekaat anezhan, izelaomp hor c’haloun ha diouallomp na ankounac’hafemp hor pec’hejou tremenet, sonjomp er-vad e teu d’e-omp ar grasou-ze euz a vadèlez an Aotrou-Doue, hag e tigas anezho d’e-omp evit hor lakaat gwelloc’h a-ze da c’houzanv hep klemm an holl boaniou hag an holl enkresiou a c’hoarvezo gan-e-omp. En em ginnigomp hag en em roomp eta da Zoue evit gouzanv pep seurt poaniou ar c’horf ha re ar spered, ar c’hlenved hag an dismeganz, enn eur lavaret d’an Aotrou-Doue : Setu me dira-z-hoc’h, grit ac’hanoun hag euz a gement am beuz ar pez a fell d’e-hoc’h ; roit d’in ar c’hras d’ho karet ha da ober er-vad pep tra a garit, ne c’houlennan netra ken ouz-hoc’h, va Doue.
22. — Eun ene hag a c’hoar er-vad ema gras Doue gant-han, ha n’en defe da danva netra euz a zudiou ar bed nag euz a zudiou an nev, a zo evel-kent atao e peoc’h, o veza ma c’hoar e kar Doue hag ez eo karat gant-han. An Aotrou-Doue, o falvezout d’ezhan e ve an ene gwennoc’h ha glanoc’h dira-z-han, hag e ve ivez distag mad dioc’h pep karantez ouz traou ar bed ; evit ma vezo neuze muioc’h a-unan gant-han dre ar wir garantez, Doue a-wechou a laka an ene da veza enn eur zèc’hor vraz, a re d’ezhan ar gwasa euz ar poaniou a c’hell da c’houzanv. Neuze spered an den a deu da veza goloet gant kement a denvalijen, ne d-eo mui evit anaout e pe stad ema, ha ma kav d’ezhan ne vezo mui evit kaout an Aotrou-Doue. Doue a lez ive a-wechou an ene da veza gwall-dernptet gant ar c’hik savet a-enep d’ar spered, d’ar feiz, d’ar fisianz ha d’ar garantez, savet a-enep Doue he-unan, o kredi ez eo dilèzet gant-han. Neuze, o veza ma ’z eo kre aliou an droug-spered ha sempl ar c’hik, hag a bent all, dre ne c’hoar ket an ene, petra-bennag ne fell ket d’ezhan pèc’hi, dre ne c’hoar ; ket anaout er-vad, e kreiz an denvalijen-ze, pe e talc’h penn a-walc’h oc’h an demptasion pe ne ra ket, neuze an traou-ze holl a ra d’ezhan krena gant aoun n’en defe pèc’het ha kollet gras an Aotrou-Doue. He spount war gement-se a zo ker braz, ma kred ema tost d’en em goll, ha ne d-eo mui karet gant Doue en deuz brema droug out-han. Ar zent brasa zo-ken o deuz bet, enn ho amzer, ar zèc’hor hag ar spount-se ive da c’houzanv. Santezi Thereza a lavar he-unan e deuz bet he lod anezho, hag er stad-ze a enkrez, pa veze enn tu-bennag he-unan, e kreske he foan hag e kave d’ezhi e voa ar beden a galoun eun ifern, ken diez e voa.
23. — Ar zèc’hor hag ar poaniou-ze ne dleont spounta tamm e-bed eun ene a zo karantez Doue enn-han, ha nebeutoc’h c’hoaz an tad-kovesour a ren anezhan. An temptasionou-ze a berz ar c’hik hag a-enep ar feiz a den gweach a vez euz an aoun hag euz an nèc’h zo enn ene, a-wechou ive e vezont c’houezet gant an droug-spered. Hogen, o veza ne d-euz ar galoun perz e-bed enn-ho, an temptasionou-ze ne d-int ket pec’hejou. An ene a gar Jezus-Krist, gant eur gwir garantez, a zalc’h mad hag a harz oc’h peb ali fall ; tenvalijen a-vad o veza enn-dro d’ezhan, ez eo nec’het, ha dre n’en d-euz ket digant Doue dudi he c’hras santel, e kren hag ez eo poaniet. Mar fell d’e-hoc’h anaout e pe stad ema an ene-ze, goulennit out-han, e-kreiz he vrasa sèc’hor, hag hen a rafe eur pèc’hed veniel hep-ken anezhan he-unan ; ha ma ne varc’hata ket da lavaret ez eo gwelloc’h gant-han gouzanv kant gweach ar maro kent eget ober an distera pèc’hed, neuze bezit heb aoun ha divorc’het war he stad.
24. — War gement-man setu c’hoaz : red eta lakaat kemm el leac’h ma ’zeuz, ober eur pez mad, evel ma ve trèc’hi an demptasion, kaout fisianz e Doue, karet anezhan ha goulenn ma vezo great ar pez a fell d’ezhan, ober kement-se ha gouzout e rear mad a-walc’h kement-se a zo daou : an eil anezho, me lavar an anaoudègez euz ar mad great gan-e-omp a ro joa d’e-omp ; ar mirit a-vad a zo er c’henta, da lavaret eo er mad great gan-e-omp. Doue ne c’houlen nemet ar c’henta euz an daou-ze, me lavar, ma raimp ar mad; an eil a denn digant an ene, me lavar an anaoudègez euz ar mad-ze, evit miret n’en defe joa enn-han he-unan ; ar joa-ze ne greskfe tamm e-bed talvoudègez ar vad great, hag an Aotrou-Doue a gar gwell or befe mirit evit or befe joa. Setu ama petra skrive sant Iann ar Groaz evit diboania eun ene a ioa er stad-ze, « Biskoaz, eme-z-han, ne d-eo bet gwelloc’h stad hoc’h ene, rak biskoaz n’oc’h bet ken izeleat na distaget kerkoulz diouz-hoc’h hoc’h-unan evel ma ’z oc’h brema ; biskoaz n’o peuz en em glasket nebeutoc’h evit na rit brema. » Enn eur ger, arabad eo kredi e vemp karet muia gant Doue epad m’ema brasa saour an Aotrou-Doue enn hon ene, rak ar zantèlez n’ema ket o kaout frealz ha dudi digant Doue, bez’ ema oc’h en em zisprizout hon-unan hag o lakaat hor c’haloun hag hor spered da veza evel ma fell da Zoue e vent.
25. — Epad ma vez an ene er zèc’hor, ne dle ket selaou an droug-spered o lavaret d’ezhan ez eo brema dilèzet gant an Aotrou-Doue, arabad eo ken nebeud e paouesfe da bedi. Ali an aerouant a zo fall ha troidelluz, rak neuze ema o klask kas an ene da goll. « Dre ar zèc’hor hag an temptasionou, eme zantez Thereza, eo ec’h anavez an Aotrou-Doue ar re a gar anezhan. » Ha pa ve an ene er zèc’hor, epad m’ema war ar bed, ne dle ket, evit kement-se, choum tamm e-bed hep pedi Doue, rak ar poaniou-ze a vezo digollet ha paet mad, amzer a vezo. Red eo eta d’an den en em izelaat a galoun, enn eur gredi stard ez eo dleet d’ezhan ar poaniou en deuz evit he bèc’hejou tremenet hag e tle neuze ive en em lakaat holl etre daouarn an Aotrou-Doue, o lavaret d’ezhan : « Setu me ama, Aotrou, mar fell d’e-hoc’h e ven enn doan hag er zèc’hor er bed-man hag er bed-all, roit d’in ho kras hag ho nerz, grit ma karin ac’hanoc’h, ha goude-ze ive grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e-hoc’h da viken.
26. — Arabad eo d’e-hoc’h en em nèc’hi nag en em enkrezi muioc’h-mui diwar-benn gouzout pe c’houi a zo pe n’emaoc’h ket er stad a c’hras : ar boan o peuz ne d-eo nemet evit rei da anaout petra oc’h ha petra dalit dirak Doue ; ne zilèz ket ac’hanoc’h, rak ma ne fell ket d’ezhan e c‘houfac’h kement-se, ez eo evit ho prasa mad ; bez’ ez eo ive evit izelaat ho kaloun, evit ma pedoc’h muioc’h anezhan ha ma kresko muioc’h-mui ho fisianz enn he drugarez. Bez’ e fell d’e-hoc’h gwelet, ha Doue ne fell ket d’ezhan e welfac’h. Sant Fransèz a Zal a lavar : « An hini a zo en em lakeat da viret he ene dioc’h pep péc’hed a ziskouez, dre-ze, ema e gras Doue. » Kement-man evelato ne c’hell ket beza anavezet mad, pa vez braz-meurbed ar zèc’hor, rak arabad eo neuze d’an den klask anaout sklear e pe stad ema he ene ; a-walc’h eo klask anaout ar stad-ze diwar nij, koulz lavaret, hag en em lezel da vont holl etre daouarn an Aotrou-Doue. Kaout eur fisianz vraz pa vez tenvalijen e-kreiz an ene a vez kavet mad-meurbed gant an Aotrou-Doue. Lakeomp eta hor fisianz e Doue, pa gar ac’hanomp, eme zantez Thereza, kalz muioc’h evit n’en em garomp hon-unan.
27. — En em laouenait, eneou karet gant
Doue, pa ’z oc’h e gwirionez en em roet d’ezhan
a d'he garet ; petra-bennag ma o peuz
poan hag anken da c’houzanv, ho poan hag
hoc’h anken a ziskouez anat ez oc’h karet
ive meurhet gant Doue , en deuz great
evid-hoc’h eur gador gaer er Baradoz, e
leac’h ma pado ho tudi da virviken. Anavezit
er-vad seul-vui e vezo bet braz hoc’h :
anken war an douar, seul-vui ive e vezo braz
ho tigoll hag ho levenez enn nev. Santez Janned
a Gantal a voe enkrezet game an ifern epad
eur bloaz ha daou-ugent ; bez’ e devoe da
c’houzanv temptasionou a bep seurt, bez’ e voe
enn aoun ne divije kollet gras Doue ha na
vije dilèzet gant han ; he enkresiou a ioa hep
distag e-bed ha ker braz ma lavare e voa sonj
ar maro hep-ken eo a easea gwella anezhi
enn he foaniou. « Va enebour a lam var-n-oun,
eme-z-hi, gant kement a nerz, ne c’houzan
mui e pe du trei ; kaout a ra d’in ne
vezin mui evit gouzanv poan e-bed hep dale,
hag emaoun o vont da goll ha da zilezel pep
tra vad ; va zemptasionou a zo ker kre, ma
rofen va buez a galoun vad evit beza kuit
diout-ho. Kement e wall-gasont ac’hanoun,
n’oun ket aliez evit dibri tamm nag evit kousket
berad gant-ho. »
28. — Temptasionou ar zantez-ze a greskaz c’hoaz epad an eiz pe nao bloaz diveza euz he buez hag ho gouzanv a voe d’he c’haloun eur verzerenti ne baoueze na noz na deiz, kaer e doa pedi, labourat pe ehana. Eun truez e voa gwelet anezhi ; temptet e veze e pep tra, nemet gant ar c’hik ; an droug-spered a lakea anezhi da veza nec’het hag enkrezet e pep doare evit he zemplaat er mad muia ma c’helle. A-wechou ive an Aotrou-Doue a lame he sklerijen digant-hi, bete ma kave d’ezhi zo-ken gwelet anezhan e drouk out-hi, oc’h he c’has kuit diout-han. Neuze spountet holl, santez Janned a droe he daoulagad enn tu-bennag all evit en em zizoania, hag o veza ne gave dizoan e-bed, e tistroe a-nevez da zellet oc’h an Aotrou-Doue ha d’en em lakaat etre he zaouarn. Kaout a rea d’ezhi ez ea bepred d’en em rei d’an demptasion, ha petra-bennag ma ’z edo an Aotrou-Doue oc’h he harpa bepred, sec’hor he ene a gave ker braz, ma sonje d’ezhi e voa dilezet gant-han, dre n’e devoa nep joa o pedi, o lenn, o kommunia nag oc’h ober kement vad a rea, ha ma veze enn eneb enouet atao hag atao enn dizec’h. Neuze, er stad poaniuz ha truezuz-ze, ec’h en em lakea da zellet oc’h an Aotrou-Doue ha da lezel anezhan da ober ar pez a gare enn he c’hever.
29. — Santez Janned a Gantal a lavare c’hoaz, diwar-benn sèc’hor he ene : « Kaout a ra d’in ez eo va stad a vuez eur groaz all d’in, hag o veza n’oun ket evit ober netra vad, va c’hroaz a ia pouneroc’h-pounera. » Hevel e voa, a gave d’ezhi, oc’h eun den klanv ne dorr tamm ebed nerz he boan, ne d-eo evit trei na distrei e nep tu war he vele, ne d-eo evit lavaret e pe leac’h ema he boan, nag evit gwelet pe ez eo fall pe vad al louzou a zigaser d’ezhan ! Lavaret a rea neuze, enn eur skuilla daelou leiz he daoulagad : « Kaout a ra d’in n’em beuz na feiz, na fisianz, na karantez Doue. » Evelato, e voa laouen atao hag e komze oc’h an holl gant kalz a vadelez : sevel a rea hep paouez he daoulagad war-zu Doue hag enn he galoun sakr hep-ken eo e kave peoc’h ha diskuiz. Sant Fransèz a Zal, he zad-kovesour, a anaveze er-vad e voa kaer he ene dirak Doue ; lavaret a rea, o komz euz ar zantes-ze, « e voa he ene evel eur c’haner kaer ha bouzar : O veza ne glev berad, eme-z-han, kaer en deuz kana dudiuz, ne gav levenez e-bed enn he ganaouen. » Setu ama petra a skrivaz d’ar zantes-ze : « Bez’ e tleit servicha ho Salver dre garantez hep-ken evit ar pez a fell d’ezhan, pegement-bennag ez eo braz sèc’hor ha diouer hoc’h ene, petra-bennag m’emaoc’h e kreiz eur mor a anken hag a spount ; An hini a ra evel-se a gerz hag a ia d’ar zantelez. »
Evel a lavar an Iliz, ar zent a zo evel ar
vein benerez, labouret kaer gant ar morzol ha
gant ar gizel, da lavaret eo, gant temptasionou,
gant spount ha gant nec’h, evit beza mad
goude-ze da veza lakeat da harpa tron an
Aotrou-Doue e rouantelez ar Baradoz.
Va Jezus, va fisianz ha va c'harantez, ne dalan ket ar boan em be frealz ha dudi digan-e-hoc’h ; roit anezho d’an eneou glan o deuz karet ac’hanoc’h a-viskoaz Evid-oun-me, pèc’her ma ’z oun, ne c’houlennan ket kaout anezho digan-e-hoc’h. Ar pez a c’houlennan eo ho karet bepred hag ober ar pez a fell d’e-hoc’h hag ar pez a garit ; evelato, grit em c’hever ar pez a blijo gan-e-hoc’h ; d’e-hoc’h ez oun en em roet holl. Va fèc’hejou tremenet o deuz destumet d’in poaniou hag enkresiou brasoc’h evit ar re am beuz bet digan-e-hoc’h ; an ifern am beuz gounezet hag anez ho trugarez em c’hever, e vijen enn-han brema, o ouela da-viken e-kreiz ar poaniou grisie hep gallout dont d’ho karet morse.
O va Doue, choum hep ho karet a zo ar gwasa euz an holl boaniou, rak evit ober mad ez eo red e vec’h karet hep kemm na ment. Dre ho madèlez em c’hever, o peuz great ma ’z eo red d’in ho karet, hag hiviziken na vezin evit beva hep ho karantez nag hep ho karet. Ia, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Ar c’hoant-se am beuz d’ho karet a zo deut d’in euz ho kras santel ; kasit enn-oun ho labour da benn, harpit ac’hanoun bete mervel ha n’am list ket da vont war-lerc’h ar pez a garan va-unan. Roit d’in an nerz da drec’hi an temptasionou, dreist-holl d’en em drèc’hi va-unan. hag evit m’en em drèc’hin er-vad, grit ma c’halvin ac’hanoc’h hep paouez dre ar beden ; d’e-hoc’h-hu e fell d’in beza holl, d’e-hoc’h e roan va c’horf, va ene ha kement tra a zo em spered hag em c’haloun ; ne fell mui d’in beva nemet evid-hoc’h hag evid-hoc’h-hu hep-ken, va C’hrouer ha va Zalver, va c’harantez ha va holl vad ! Kousto pe gousto e fell d’in beza santel, ha fisianz am beuz e vezin, dre ho kras hag ho madèlez. Grit d’in kaout poan hag enkrez a bep seurt, hogen, roit d’in bepred ho kras hag ho karantez. Gwerc’hez Vari, fisianz ar bèc’herien, enn-hoc’h ive ema va fisianz ! Kement tra a c’houlennit digant Jezus, ho Map, a vez roet d’e-hoc’h gant-han ; erbedit evid-oun dira-z-han, ha dre ar garantez o peuz ouz Jezus-Krist, grit d’in kaout nerz evit ma ’z in rag-êeun war ho lerc’h da borz euruz ar baradoz !