Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

vad, Siouaz ! Ho karet a ran, o va Doue, ho karet a ran, c’houi muia-karet va ene, ha bez’ e fell d’in, dre nerz ho kroaz santel, gouzanv, dre garantez ouz-hoc’h, beza gwall-gaset, drouk-prezeget ha dilèzet, kaout poan hag anken, enn eur ger, kement-so, gant ma teuoc’h d’am harpa, karantez va ene ! Na list morse ac’hanoun da bellaat diouz-hoc’h, grit m’am bezo c’hoant atao da blijout d’e-hoc’h, digorit va c’haloun, ha lakiit ma strinko anezhi eun eienen a garantez, eur garantez ker kre ma vezin e peoc’h e-kreiz va foaniou, ha na glemmin biken, n’euz forz petra a enebo ouz-in. O va Doue, bezit truez ouz-in, ne dalan netra, ne d-oun mad da netra, evelato enn-hoc’h ema va fisianz, pa ho peuz prenet ac’hanoun gant ho koad-zakr. Gwerc’hez Vari, va rouanez ha va mamm, mamm drugarezuz an holl bec’herien, enn-hoc’h ive ema va fisianz !




DEKVED KENTEL
————

An hini a gar Jezus-Krist, ne c’houlen kaout nemet Jezus-Krist


————


1. An hini a gar Jezus-Krist, ne glask ket beza karet gant an dud ; n’en deuz ken c’hoant nemet e ve deuet mad gant an Aotrou-Doue ; he garantez a zoug atao war-zu Doue. Sant Iler