Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

eme zant Filip a Neri, ne dle morse klask digarez ha pa ve gaou ar pez a damaller d’ezhan, nemet da skouer fall e ve ar pez a lavarer. » Ha pegement e teu da dalvezout dirak Doue an den a zo tamallet e gaou, pa c’hoar tevel ha choum hep klemm ! Santez Thereza a lavare ez ear buanoc’h war hent ar mad, o choum hep klask digarez, eget na d-ear o klèvet dek prezegen ; rak o choum hep kaout he zigarez, an den a deu da veza frank a spered ha n’ema mui e poan gant ar pez a lavarer anezhan, pe ez eo gwir, pe ez eo gaou.


Peden a Garantez


Verb Doue en em c’hreat den, dre ar madelesiou e deuz tennet war-n-omp ho Kaloun Zakr, oc’h en em izelaat evid-omp, o kemeret kemend-all a vez, kemend-all a zismeganz hag a boaniou dre garantez ouz-omp, grit, me ho ped, ma ’z ai an ourgouill er meaz euz va c’haloun, ha ma vezo-hi hevel oc’h ho kaloun-c’houi, o kemeret he lod euz ho tismeganz. Penaos e c’hellfen-me klemm evit eur gomz trenk-bennag a glevan, pa ’z oun bet ken aliez a-weach war-nez-taol da vont d’an ifern, dre va fèc’hejou ? O va Jezus, dre ar madelesiou euz ho mare poaniuz, grit d’in ar c’hras da veva ha da vervel gant eur galoun an izela, evel ma ho peuz-hu bevet ha ma ’z oc’h maro war ar groaz. Dre garantez ouz-hoc’h e karfen beza disprizet ha dilezet gant an holl ; hogen, hep ho kras, Aotrou, va Doue, ne d-oun ket evit ober netra