Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

ket a-vad e ve euruz ar re a rear stad anezho, ar re a zo enoret ha meulet dre ma ’z int a c’hwenn vad, o veza ma ’z int tud gwisiek ha galloudek. Euruz eo hep-ken, emezhan, ar re a zo kaseat, gwall-gaset, droug-prezeget gant an dud, o veza ma vezo braz an digoll a roio Doue d’ezho, mar gouzanvont an holl boaniou-ze heb en em glemm.

11. — Red eo dreist holl beza izel a galoun pa gav ar re ho-deuz da welet war-n-omp, pe re all, abek d’hon tamall diwar-benn eun dra fall-bennag hor beuz great. Tud zo hag a zo hevel oc’h avalaouerien ; epad na stok netra e-hed out-ho ez int sioul, ha mad da welet ; rak-tal avad ma teu eur mignoun pe eur mestr-bennag da lavaret netra diwar-benn an dra-man pe an dra-hont, dioc’h-tu e weler anezho oc’h en em zastum hag oc’h en em c’houeza, goloet a zrein ; nac’h a reont ar pez ho deuz great, pe ma ne nac’hont ket e lavaront ho doa abek da ober ar pez he deuz great. Neuze, piou-bennag a gelenn anezho, ne d-eo ket mignoun d’ezho, hag hevel int oc’h eun den klanv en deuz droug oc’h an hini a laka eul louzou war he c’houli. « An hini a zo santel hag izel he galoun, eme zant Krizostom, en em zispriz seul-vui ma vez kastizet ; hirvoudi a ra o c’houzout ez eo faziet. » An den a zo ourgouill enn he galoun a hirvoud ive, o veza ma ’z eo bet anavezet he bec’hed ; evit-se eo en deuz enkrez hag en deuz droug out-han he-unan hag oc’h an hini a gelen anezhan. « An hini a fell d’ezhan beza santel e gwirionez,