Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —


9. — Falla skouer d’ar gristenien, an den a ia aliez da gommunia, hag a ia ive droug enn-han evit an distera ger a glev lavaret diwar he benn. Eur skouer mad ha kaer eo a-vad ar c’hristen ne vez divarc’het tamm evit klevet komzou trenk, evit beza drouk-prezeget ha tamallet e-gaou. An den-ze a zo sioul ha laouen atao. Sant Iann Krizostom a lavar : « An den karantek hag izel he galoun a zo mad enn he gever he-unan hag e-kever ar re all ive dre ar skouer mad a ro, o choum heb lavaret ger, evit-han da veza disprizet gant an dud. » Levr Jezus-Krist, skouer ar gristenien, a ro meur a skouer evit deski an doare da veza izel a galoun. Lavaret a ra : « Ar pez a c’houlenno ar re all a vezo roet d’ezho, c’houi a-vad n’ho pezo ket ar pez a c’houlennoc’h ; ar re all a vezo great stad anezho gant an holl, ac’hanoc’h-hu a-vad ne vezo great stad e-bed ; ar re all a vezo roet kargou d’ezho, ha c’houi ne viot kavet mad da netra. » Setu ar pez a zigas an Aotrou-Doue da eur servicher mad, evit gouzout hag hen a vezo evit en em drèc’hi he-unan hag evit choum e peoc’h. Kement-se, evit gwir, a vezo poaniuz d’an den, evelato kalz a vad a dalvezo d’ezhan, mar gouzanv an traou-ze holl hep klemm.

10. — « An hini a zo e gwirionez izel he galoun, eme zantez Jannet a Gantal, en em izella seul ma vez disprizet hag izeleat, dre ma kaf d’ezhan ne vez ket disprizet kement ha ma ve dleet e ve. » Ar re a ra evel-se a zo galvet tud euruz gant Jezus-Krist he-unan ; ne lavar