Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

stag oc’h he groaz, evit ma welche eno hon daoulagad e pe stad poaniuz ha mezuz e c’houzanvaz evid-omp. Pa zonje ar zent er stad-ze euz a Jezus e trident gant dudi, o veza disprizet dre garantez out-han. Jezuz-Krist en em ziskouezaz eun deiz, war he groaz, da zant Iann ar Groaz, ha Iann ar Groaz a lavaraz d’ezhan : « Aotrou, va Zalver, pa ’z oc’h bet ken disprizet dre garantez ouz-in, ne c’houlennan netra digan-e-hoc’h nemet ma reoc’h d’in beza disprizet ha gouzanv pep seurt poan dre garantez ouz-oc’h. »

8. — Sant Fransèz a Zal a lavare : « Gouzanv ar poaniou hep klemm a zo eur merk anat euz eur galoun izel hag euz ar zantèlez. » Mar teu unan-bennag a zo enn eur vreuriez d’en em rei d’ar beden a galoun, da goumunia aliez, da iun ha d’en em gastiza, hep gellout gouzanv an distera tra, nag eur ger trenk hep-ken, petra vezo an den-ze, me her goulen ? Hevel oc’h eur pod goullo, he galoun ne d-euz vertuz na santelez e-bed enn-hi. Ha petra c’hoar da ober eun ene kristen a gar Jezus-Krist, eun ene ne d-eo evit gouzanv beza disprizet dre garantez oc’h Jezus-Krist, oc’h Jezus en deuz gouzanvet kemend-all a boaniou evit-han ? Ar pez a ra ne d-eo netra, ha mar d-eo evelse hoc’h ene, ez eo anat n’oc’h ket c’hoaz mare d’ar bed, ne d-eo ket izel ho kaloun ha ne heuillit ket skouer Jezus-Krist, ho Salver. Ma ne gavomp tro e-bed da veza gloazet ha poaniet evit Jezus, gouzanvomp da vihana eur gomz dister-bennag ha kement tra a raio poan d’e-omp.