Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —


TREDE KENTEL


————


Ar fisianz vraz a dleomp da gaout e Jezus-Krist evit ar garantez en deuz diskouezet enn hor c’hever, hag ive evit kement vad all en deuz great evid-omp.


————


1. — Pell a-raok ma voa deut hor Zalver war an douar, ar roue David a lakea he holl fisianz enn-han, o lavaret : « Me laka va ene etre ho taouarn, c’houi ho peuz prenet ac’hanoun, o Doue ar Wirionez ! » Muioc’h a dro hor beuz-ni, kristenien, da gaout fisianz e Jezus-Krist evit n’en devoa ar roue David ; rak ni a c’hoar ez eo deut var an douar hag en deuz great al labour a ioa lavaret, evit prena ac’hanomp dioc’h maro an ifern. Lavaromp eta dalc’h-mad komzou ar roue David.

2. — Mar hor beuz tro da gaout aoun rak maro an ifern gant hor pec’hejou, ar grasou en deuz gounezet d’e-omp Jezus-Krist a dle lakaat ac’hanomp da gaout muioc’h a fisianz e Doue, ar grasou-ze a zo madou braz-meurbed ; krevoc’h int evit hor savetei eget na d-eo hor pec’hejou evit hor c’has da goll. Enn eur bèc’hi e tigoromp an ifern, hor Zalver a-vad a zo deut da zamma beac’h hor pèc’hejou ha da walc’hi hon ene enn he c’hoad sakr.