ouz-hoc’h e pep tra. Pried va ene, d’e-hoc’h, o va Doue, ec’h en em ginnigan hag ec’h en em roan holl, evit ma vezin e c’hiz ma fell d’e-hoc’h hag evit ma c’helloc’h easoc’h a-ze beza unan gan-en ha me unan gan-e-hoc’h. Deut eta, va Jezus, deut da veza perc’henn da gement zo ac’hanoun, lakit da drei ouz-hoc’h-hu hep-ken va spered ha va c’haloun ha kement tra a den anezho. A-vrema ne fell d’in kaout c’hoant all e-bed, dizoan e-bed digant den, rak c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am c’haloun ; roit d’in ar c’hras ma vezo atao va spered troet war-zu enn-hoc’h, hep war-zu netra ken, grit n’am bezo ken c’hoant nemed-hoc’h ha na labourin nemed evid-hoc’h-hu, va Doue, va c’harantez ha pep tra ! Ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari, Mamm va Doue, grit d’in ar c’hras da genderc’hel beteg ar maro e karantez Jezus, ho Map.
1. — Ar pez a vir ouz-omp na d-a droug enn-omp, pa vez eun dra pe eun den-bennag oc’h ober poan d’e-omp, a ziskouez anat hor