Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —

beuz eur spered eaz ha mad. Er c’henteliou a-raok euz bet lavaret petra zo mad da ober e-kever beza hegarad ha mad, ha setu ama c’hoaz eun darn kelennou all diwar-benn hevelep tra, kelennou int hag a zo ive mad-meurbed da heuilla.

2. — Kaout eur galoun izel hag eur spered eaz a voe ar pez a garaz muia Jezus-Krist. Dre-ze eo e lavar d’e-omp deski dioud he skouer kaout eur spered eaz ha beza izel a galoun. Hor Zalver a voe hanvet oan, ken evit sakrifis ar groaz, ken evit an doare ma vevaz ha ma tremenaz he vuez war an douar, ha dreist-holl evit an doare ma varvaz. E ti Gaïfaz, pa voe roet eur javedad d’ezhan ha lakeat eun den dievez, Jezus ne reaz nemet lavaret : « Mar em beuz komzet fall, diskouezit d’in penaos, ha mar em beuz komzet mad, perak e skoit-hu gan-en ? » Jezus evel-se a c’houzanvaz bete mervel pep poan hep klemm biskoaz. Pa voe stag oc’h ar groaz, ar Juzevien a doue diwar he-benn, oc’h ober goab anezhan, ha Jesus, Oan Doue, a bede evelato he Dad da lakaat anezho didamall.

3. — Jezus a gar kalz muioc’h eget na c’houfet lavaret ar re a zo izel ho c’haloun, ar re a zo mad hag a c’houzanv ar gwall-gomzou, ar goaperez, an droug-prezeg, an heskinou, an taoliou hag ar gouliou, hep n’ho deuz droug oc’h ar re a wall-gas anezho hag a sko gant-ho. Peden ar galoun a c’hoar gouzanv pep poan er c’his-se hep klemm, a zo atao mad dirak Doue, da lavaret eo, a-zo atao klèvet