Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

gant-han. Jezus a lavar e vezo dreist pep tra ar baradoz d’ar re a zo mad hag hegarad. An tad Alvarèz a lavar ive ez eo an nev bro ar re a zo er bed-man disprizet ha gwall-gaset, o veza ne d-eo ket d’an den zo enoret ha prizet mad gant ar bed ez eo miret gant Doue ar rouantelez a bado da viken. « War-henn ma ’z aint diwar an douar, eme ar roue David, ar re vad hag hegarad a vezo eüruz da viken, hag er bed-man zo-ken e vezint c’hoaz enn eur peoc’h braz. » Ar zent ne zalc’hont kas na droug e-bed oc’h ar re ho deuz great poan d’ezho, ho c’haret muioc’h a reont eget na reant diagent, hag evit beza gouzanvet ho foan hep klemm, an Aotrou-Doue a gresk ar peoc’h enn ho c’haloun. « Pa lavar unan-bennag droug ac’hanoun, eme zantez Thereza, e kav d’in e kresk va c’harantez out-han. » Evit beza karet gant-hi ne voa nemet kana gwall-gomzou d’ezhi. Evit dont da veza ker mad-ze, ez eo red e ve ken izel kaloun an den bete lakaat e gwirionez ez eo ar falla euz an dud, ha kredi ez eo da veza disprizet gant an holl. Perak e vez droug atao enn den a zo rok ha brasoniuz ? O veza ma ra stad anezhan he-unan, ha ma kav d’ezhan ez eo red e ve enoret gant an holl.

4. — Red eo eta mervel enn Aotrou-Doue evit beza eüruz hag evit kaout, a-vrema war an douar, an tanva euz an eurusted gwirion n’ema nemet enn nev. An eurusted-ze, petra-bennag ma ’z eo eun tamm mad disteroc’h eget eurusted Doue, a zo evelato brasoc’h evit