Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

an holl zudiou a c’heller da gaout war an douar, eme an Abostol sant Paol d’he ziskibien. Evit kaout ar peoc’h bras-se hag evit beza euruz e-kreiz ar poaniou hag an droug-prezegèrez, ez eo red eta, eur weach c’hoaz, beza maro enn Aotrou-Doue. An neb a zo maro n’en deuz skiant e-bed euz an droug a reer d’ezhan ; evel-se ive an hini a zo hegarad a spered hag a galoun, evel eun den maro, ne wel na ne glèv berad, gouzanv a ra pep dismeganz hep klemm morse. An hini a gar Jezus-Krist, gant eur gwir garantez, a diz eaz ar stad-ze rak neuze o veza en em lakeat holl etre daouarn Doue, e laka hevel-hevel an droug hag ar mad a reer d’ezhan, ar boan hag an dudi, ar c’homzou mad evel an droug-komzou. Evel-se e voa an abostol sant Paol pa lavare : « War neun emaoun gant levenez enn eur mor a enkresiou. » Euruz an hini a c’hell dont d’ar stad vad-se ! Neuze ar peoc’h a vezo enn he ene a dalvezo kalz muioc’h eget holl vadou ar bed-man. Sant Fransèz a Zal a lavare : « Ha petra dalvez ar bed-holl e-skoaz peoc’h ar galoun ? » Hag e gwirionez, da betra eo mad holl denzoriou hag holl enoriou ar bed evit an hini a zo nèc’het atao, evit an hini n’ema ket he galoun e peoc’h ?

5. — Evit beza atao evel unan gant Jezus-Krist, ez eo red e ve atao ar peoc’h enn ene, hep na ve tenvaleat ar spered morse gant poan e-bed, a be-leac’h-bennag e teufe. An Aotrou-Doue ne choum ket enn eur galoun denval ha nèc’het. Selaouomp war gement-man an aliou