Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

a ro d’e-omp sant Fransès a Zal : « Arabad ez afe, eme-z-han, droug e-bed enn-hoc’h ; prennit kloz dor ho kaloun, pe zigarez-bennag a lavarfe, rak eur weach ma vez an droug ebarz, n’omp mui evit kas anezhan kuit nag evit miret out-han d’en em ziroll. » Ar pez zo d’an den da ober da genta, eo eta trèc’hi war ar vuanegez, oc’h he c’has kuit diout-han dioc’h-tu, o tevel hag o lakaat he spered da drei oc’h eun dra-bennag all ; d’an eil, evel an Ebestel pa weljont ar mor o sevel gant eur gaouad diroll, gervel d’ho c’haout an Aotrou-Doue, rak d’ezhan hep-ken eo terri kaouajou ar galoun ; d’an trede, mar d-oc’h bet reuzeudik a-walc’h evit lezel an droug da vont diabarz hoc’h ene, lakiit neuze hoc’h holl nerz d’en em drec’hi, da choum sioul hag e peoc’h ; gwaskit war-n-hoc’h hoc’h-unan, plegit stum ho kaloun, na vezit ket rok na dichek ha komzit mad ha gant karantez oc’h an hini zo savet droug enn-hoc’h out-han. Neuze, torret war-n-hoc’h, ar pez a lavaroc’h a vezo gwelloc’h, mar taolit evez ez eo red lezel ar gouli da giga hag an droug da dremen. Sant Fransèz a Zal a lavare en devoa bet kalz a boan o trec’hi daou dèch fall en devoa, daou dech hag a ioa ho grisiou kroget doun enn he galoun, me lavar ar vuanègez pe an droug hag ar garantez ouz traou an douar. E-kever an tèch kenta, rankout e voa bet d’ezhan, hen he-unan her lavar, evit he drec’hi hag he zisc’hrisienna, stourm out-han epad daouzek vloaz hed da hed. An eil a zistroaz da vad, o