Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

ve da c’houzanv ; d’an trede, kaout gwell atao ar pez a fell da Zoue eget ar pez a fell d’e-omp hon-unan. Setu penaos e vez an den holl da Zoue.


Peden a Garantez


Va Doue ha va holl vad, c’houi a zo d’in pep tra, hag her gouzanv a ran er-vad, pegement-bennag ma ’z oun dizanaoudek ha dievez enn ho kever ; gwelet a ran ne baouezit d’am gervel evit rei d’in ho karantez. Setu me ama diraz-hoc’h : hiviziken ne harzin mui ouz-hoc’h. Lezel pep tra a ran ha me va unan ive evit beza d’e-hoc’h-hu hep-ken. Petra zo ha n’ho pe c’houi ket great dre garantez ouz-in hag evit beza karet gan-en ? Karet ac’hanoc’h a ran brema ha va ene a zo c’houezet enn-han tan flamm ho karantez. O va Jezus, war-zu enn-hoc’h ec’h huanadan ! Penaos e c’hellfen-me beva hep ho karet, goude beza gwelet ac’hanoc’h o vervel e-kreiz eur mor a boaniou evit va zilvidigez ? Penaos e c’hellfen-me gwelet ac’hanoc’h astennet war ho kroaz sakr, ha choum hep ho karet a-greiz va c’haloun ? Ia, ho karet a ran euz a greiz va ene ha n’em beuz c’hoant all ebed nemet d’ho karet er bed-man hag er bed-all da viken, o va Doue, va c’harantez, va fisianz, va nerz ha va dizoan ! Grit ma vezin atao gan-e-hoc’h, Sklerait va spered, evit mac’h anavezin al louzou fall a zo red d’in da zisc’hrisienna euz va c’haloun, ha roit d’in ive an nerz da ober ar pez a zo red evit ho karet, rak c’hoant-am beuz da zenti