Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

niou dre garantez ouz Doue, ne vezimp ket evit beza a-unan gant-han.

21. — Sant Iann ar Groaz a lavar ez eo red kastiza ar c’horf hag ar galoun e-kever kement tra a fell d’ezho, evit beza e gwirionez a-unan gant Doue. Kastiza ar c’horf, da lavaret eo, distrei dioc’h-tu dioc’h kement tra a gafemp mad evid-omp hag a ve a-enep da c’hloar hor Zalver Jezus-Krist, evel ma ’z eo a-wechou ar c’hoant hor beuz da welet pe da glèvet eun dra-bennag hon distrofe dioc’h beza a-unan gant Doue. Neuze, ez eo red lezel an traou-ze, hag evit ar galoun hag ar c’hoantegèsiou, enebi out-ho o klask ar pez diesa zo, a gav d’e-omp, da ober ha da c’houzanv, oc’h en em lakaat, enn eur ger, da garet ar boan hag an dispriz. Da lavaret eo, an hini a gar Jezus-Krist a goll pep karantez ouz traou ar bed, klask a ra en em zistaga dioc’h pep tra, evit beza skanvoc’h a ze da vont da Jezus-Krist hag evit beza gwelloc’h a-unan gant-han ; he galoun hag he spered a zo troet atao war-zu Jezus, evit Jezus ema bepred oc’h huanadi, hag e peb amzer, e peb leac’h hag e pep tra e fell d’ezhan plijout da Jezus. Evit pignat ken huel-ze er zantelez ez eo red goullonderi bemdez ha bepred ar galoun euz a hep karantez ne d-eo ket evit Doue. Ha petra zo red eta d’an den da ober evit en em rei holl da Zoue ? Da genta, tèc’het dioc’h kement tra a zisplij da Zoue hag ober ar pez a blij muia d’ezhan ; d’an eil, digemeret a galoun vad kement tra a zigas Doue, peger poaniuz ha pegen diez-bennag e