Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

anezhan dioc’h ho giz hag enn doare ma karont, dre-ze ne gemeront ket an dro vai da gaout anezhan. »

20. — Red eo karet Doue ha karet anezhan evel ma fell d’ezhan e ve, ne d-eo ket a-vad evel ma fell d’e-omp hon-unan. Doue a fell d’ezhan e ve an ene distak dioc’h pep tra, evit ma c’hello he lakaat a-unan gant-han hag he garga gant he garantez. Santez Thereza a lavar war gement-se : « Pedi evit beza a-unan gant Doue ne d-eo ket eun dra dishevel dioc’h beza maro mad da draou ar bed, evit beza da Zoue hep-ken. » Eun dra hag a zo gwir eo, seul-vui ma en em zistagomp dioc’h an traou krouet dre garantez ouz Doue, seul-vui ive e kargo hon ene a garantez hag e vezo a-unan gan-e-omp. A-leiz a dud a garfe e vent holl a-unan gant Doue, hogen evit gouzanv an enebiez, ar c’hlenved, ar baourentez hag ar poaniou all, ne fell tamm e-bed d’ezho, ha koulskoude epad na vezint ket en em lakeat dindan dourn Doue, ne c’hellint ket beza e gwirionez a-unan gant-han. Santez Katharina a Jèn a lavar ez eo red kaout poaniou evit beza a-unan gant Doue. An Aotrou-Doue a zigas ar poaniou-ze d’e-omp evit kas an tèchou fall er meaz euz hor c’haloun hag euz hor c’horf. Dre-ze, beza disprizet ha goapeat, beza klanv ha paour, beza temptet a zo holl traou red mad d’an den da gaout, evit stourm oc’h he wall-ioulou, evit trèc’hi anezho holl hag evit mouga, dre nerz ar c’hras, kement a zav enn-han a-enep lezen Doue. Keit

ha ma vezo eta diez d’e-omp gouzanv ar poa-

9