Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

mont dre-z-han evit beza santel : en em zilèzel hon-unan ha choum heb ober ar pez a fell d’e-omp. Sant Fransèz Asiz a lavar ez eo ar brasa mad a c’hellfet da gaout digant Doue. « Mar karfe an dud choum heb ober dioc’h ho deuz c’hoant, eme zant Bernard, ne ve den daonet e-bed. » An oberou mad a ia da fall, dre ma stag out-ho ar pez a fell d’e-omp, setu ama penaos. Mar fell da eur c’hristen ober eur binijen-bennag hep gourc’hemen nag ali he dad-kovesour, ar binijen-ze a zo fall hag a ia da goll, o veza ma ’z eo deut euz a garantez an den out-han he-unan. Gwaz a-ze e vezo d’an den a zo dindan dalc’h he galoun hag he spered ! c’hoant kaout kalz a draou en devezo, hep gellout ho c’haout, dre-ze e vezo red d’ezhan gouzanv meur a dra ziez ha poaniuz. Ar c’hik a zo hon enebour kenta ; miromp out-han eta na gavo an dro d’hor gwaska, dalc’homp war hon daoulagad : en em lakeomp etre daouarn Doue hag e paouezo ar brezel ; an eil enebour hor beuz a zo ar c’hoant da zestum madou : karomp ar baourentez hag e paouezo ar brezel ; an trede enebour hag ar gwasa zo-ken eo hor c’haloun hag hor c’hoantegez hon-unan : en em lakeomp etre daouarn Doue hag e paouezo ar brezel. Sant Bernard a lavar pa en deuz an den nèc’h hag enkrez ez eo dre na c’hell ket ober hervez he c’hoantegez hag he ziviz he-unan. An Aotrou-Doue en em glemme diwar-benn an dra-man oc’h santez Mari Madalen a Bazzi, o lavaret : « Bez’ ez euz eneou hag a garfe e teufe d’ezho va spered, hag o veza mar fell d’ezho kaout