Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/196

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —

c’hez Vari, va rouanez ha va mamm, goulennit evid-oun, digant ho Map Jezus, ar c’hras da c’houzanv a galoun vad ar poaniou a zo rannet d’in d’am lod epad va buez hag e mare va zremenvan.




PEMZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist a gred kement tra en deuz lavaret


————


1. — Eun den, pa gar eun all-bennag, a gred kement tra a lavar d’ezhan. Evel-se a dleomp da ober ive e-kever Doue, rak seul-vui e vez doun karantez Jezus-Krist enn eun ene, seul-vui e vez he feiz beo, kre ha paduz. Al laer deou o welet ez edo Jezus o vervel hep beza great droug e-bed, o welet anezhan o c’houzanv kemend-all a c’hloasiou hep klemm, — al laer deou a zigoraz he galoun da garet Jezus. Dre ar garantes-se, hag he spered o tent enn-han sklerijen an nev, e teuaz da anaout ha da gredi e voa e gwirionez Jezus-Krist Map Doue. Neuze gant eur fisianz vraz e pedaz hor Zalver da gaout sonj aneznan pa vije eat d’he rouantelez.

2. — Hervez a welomp ama dre skouer al laer deou, ar feiz a zigas d’ar garantez hag ar