Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —

garantez d’he zro a laka ar feiz da greski. An hini en deuz ar muia karantez ouz Doue, en deuz ive ar feiz kreva. Ar garantez a laka feiz er spered hag e kement tra a fell d’an den da ober. Ar re ne reont nemet kredi, hep na fell d’ezho ober netra hervez ar feiz ho deuz, ar re-ze a zo ar bec’herien. Anaout a reont gwirionesiou ar feiz, ne fell ket d’ezho a-vad beva hervez gourc’hemennou Doue ; ho feiz ne d-eo na beo na kre. Ma vije beo ho feiz, pa c’houzont ha pa gredont ez eo ar c’hras ar brasa mad, hag ar pèc’hed ar brasa droug, ho buez neuze a ve kalz gwelloc’h evit na d-eo. Hogen, siouaz ! o veza ma reont muioc’h a stad euz a vadou dister an douar eget na reont euz a Zoue, e c’heller lavaret n’ho deveuz ket a feiz, pe ez eo dister diana. An hini a-vad a gred, e gwirionez, hag a ra herez ma kred, dre ma kar kredi ar pez a zo desket gant Doue, ha dre ma kar Doue ive, hen-nez e gwirionez a zo beo he feiz hag a laka he vuez da veza, muia ma c‘hell, hervez reiz ar gwirionesiou a gred.

3. — Ma n’ho deuz ket a feiz ar bec’herien, arabad eo tamall da denvalijen ar feiz, rak petra-bennag ma ’z eo bet falvezet gant Doue ne vije ket he wirionesiou anavezet sklear hag anat gant an dud, evel mac’h anavez anezho he-unan, evit ma vije hor mad kredi anezho, evelato ar feiz a zo ker gwirion dre ar merkou anat a zo bet roet d’e-omp, ma vemp tud diskiant o choum hep kredi. Buez fall an den a ra d’ar feiz mont war zemplaat. An hini a zispriz karantez Doue, evit en em vaga gant joaiou ar bed, a garfe ne