Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —

hor heuz izomm da gaout. Evel-se ho deuz great ar Zent : galvet ho deuz ar beden d’ho c’hennerzi, ha dre-z-hi ho deuz trec’het ar poaniou hag holl enkresiou ar bed.


Peden a Garantez


Aotrou-Doue, geuzout a ran er-vad ne zigor dor an nev nemet d’ar re ho deuz poan er bed-man hag a c’houzanv ho foan hep klemm. Grit eta, va Doue, ma c’houzanvin ive va foan hep klemm ha ma c’hellin lavaret gant ar roue David : « Digant Doue eo em heuz bet anezho. » Bez’ e fell d’in, evit gwir, gouzanv peb enkrez hep klemm, hogen pa c’hoarvezont, neuze siouaz ! e vezan nèc’het ha digaloun da herzel out-ho ; koll a ran ar mad am be anezho, o veza n’ho gouzanvan ket evit ho karantez. Va Jezus, evit ar poaniou ho peuz bet evid-oun war an douar, roit d’in an nerz da zougen a galoun vad pep kroaz a zigasoc’h d’in dre garantez. Ho karet a ran, o va Zalver ha va Doue, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan, c’houi a zo va Doue, va zenzor ha va c’harantez, keuz am beuz dreist pep tra da veza pec’het ha drouk-c’hreat enn ho kever ; hiviziken e fell d’in digemeret a galoun pep poan ha peb anken am bezo digan-e-hoc’h. Digan-e-hoc’h a-vad ive e c’houlennan kaout nerz da beur-ober mad ar pez a zo em spered ha dreist-holl da c’houzanv hep klemm hag evit ho karantez poaniou ar vuez ha va foaniou divèza. Gwer-