Mont d’an endalc’had

Pederved kentel

Eus Wikimammenn
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 43-52).
◄   Trede kentel Pederved kentel Pemped kentel   ►



PEDERVED KENTEL


————


Pegement e tleomp karet Jezus-Krist


————


1. — Da Jezus-Krist, dre ma ’z eo Doue, e tle beza hor c’harantez. Dre ar garantez en deuz bet Jezus ouz-omp ez eo falvezet d’ezhan beza ker madelezuz enn hor c’hever, ma ’z eo rankout d’e-omp he garet ha pa na ve nemet dre anaoudegez vad. Jezus en deuz karet-meurbed ac’hanomp, evit ma vije karet-meurbed gan-e-omp ive, eme zant Bernard, ha Moizez enn he raok. Ha diskouez a c’helle gwelloc’h e falveze d’ezhan beza karet, eget n’en deuz great o lakaat d’e-omp ar gourc’hemen d’he garet.

2. — Sant Paol, Abostol, a lavar ez eo ar garantez al lezen hed-da-hed. Piou, o welet eun Doue stag oc’h ar groaz hag o vervel eno dre garantez, piou eo an den hag a ve evit choum hep karet anezhan ? Petra lavar d’e-omp ar spern, an tachou, ar groaz, ar gouliou hag ar goad, nemet ez eo red d’e-omp karet an Hini en deuz hor c’haret bete mervel evid-omp ? Ha ne d-eo ket re striz kaloun an den, evit karet kement ha ma ’z eo dleet, eun Doue ker karantezuz ? Evit kaout eur garantez par da garantez Jezus, e ve red da eun Doue all mervel dre garantez out-han. « Perak, a lavare sant Fransèz a Zal, perak n’en em daolomp-ni ket war groaz Jezus, evit mervel eno gant-han, pa ’z eo bet falvezet d’ezhan mervel warn-n-ezhi dre garantez ouz-omp ? » An Abostol sant Paol a lavar ez eo marvet Jezus evid-omp, evit miret na vevimp mui evid-omp hon-unan, evit ma vevimp a-vad evit-han hep-ken eo.

3. — Lenn a reomp e levr an Eklesiastik : « N’ankounac’hait ket an Hini a zo bet kred evid-hoc’h hag en deuz roet he vuez evit paea ar boan dleet d’ho pèc’hejou. » Jezus-Krist a gar gwelet an dud o kaout sonj euz he varo, hag eur boan vraz eo d’ezhan gwelet ez eo ankounac’heat gant-ho. An hini a ve gwall-gaset, skoet ha lakeat enn eun toull bac’h dindan an douar evit he vignoun, ha ne ve ket eun doan vraz d’ezhan, pa deufe da anaout ne fell ket d’he vignoun diskouez neb anaoudegez vad, na zo-ken kleVet hano e-bed anezhan ? A-hent-all, peger laouen ne ve ket o klevet ema atao he vignoun o komz anezhan gant eun deneridigez ar vrasa, hag ez eo anaoudek enn he gever ! Evel-se ive Jezus-Krist a gar gwelet hor beuz-ni sonj anezhan, ez omp anaoudek enn he gever, hag e karomp anezhan evit kement en deuz gouzanvet o vervel evid-omp. Araok ma teuaz Jezus war an douar, ar batriarched, ar brofeded hag an holl boblou euz ar bed he deuz bet c’hoant da welet anezhan. Brema a-vad pa ’z eo deut, brema pa c’houzomp ar pez en deuz great ha gouzanvet dre garantez ouz-omp, bete mervel war ar groaz, ha ne dleomp-ni ket, dreist ar re-ze, kaout muioc’h a c’hoant da gaout ha da garet anezhan ?

4. — Evit ar c’hoant-se, a dleomp da gaout, eo en deuz Jezus-Krist, enn nosvez a-raok ma varvaz, lakeat Sakramant an Aoter, enn eur bedi ac’hanomp da gaout sonj euz he varo hag euz he boaniou, pa dostajemp oc’h an daol zantel. Red eo eta, dre-ze, e c’houfemp pegement a garantez en deuz hor Zalver ouz ar re a laka ho spered da bleustri war he varo ha war he boaniou, pa ’z eo falvezet d’ezhan choum war an Aoter, evit ma c’helljemp sonjal atao er poaniou en deuz gouzanvet evid-omp, hag evit ma kreskfe bemdez muioc’h-mui hor c’harantez out-han. Sant Fransèz a Zal a rea euz a Venez-Kalvar « menez ar c’halounou karantezuz » ; hag e gwirionez piou a zo evit kaout sonj euz a Venez-Kalvar, hep karet Jezus-Krist a zo maro eno evid-omp holl ?

5. — O va Doue, na perak an dud ne garont-hi ket an Hini en deuz gouzanvet kemend a boaniou evit gounit ho c’haloun ? A-raok ma voa Doue ar Map en em c’hreat den, an dud ne c’houient ket hag hi a ioa karet gant Doue. Brema e c’houzont a-vad ez int karet gant-han, pa ’z eo deut Jezus war an douar, pa ’z eo marvet dre garantez out-ho. « Sellit oc’h ar groaz, eme zant Thomaz Vilneuf, ha sonjit e poaniou kalet hag e maro hor Zalver, ha ne viot ket evit nac’h ne vec’h ket bet karet gant Doue. » Sant Bernard a lavar ema kroaz ha gouliou hor Zalver oc’h embann dre ar bed ar garantez vraz en deuz bet ouz-omp.

6. — Evit anaout gwelloc’h c’hoaz eo deut hor Zalver a-benn da lakaat ac’hanomp da garet anezhan, n’hor beuz nemet evesaat piz oc’h mister braz hor zilvidigez. Pa en devoa c’hoant da vervel evit savetei ar bed, ha ne vije ket bet a-walc’h d’ezhan beza lazet gant Herodez, e-touez ar vugale vihan-all ? Nan, nan, ne voa ket a-walc’h, rak bez’ e falveze d’ezhan, a-raok mervel, tremen tri bloaz ha tregont e-kreiz al labouriou hag ar poaniou, evit beza hor skouer ha lakaat ac’hanomp gwelloc’h a-ze da garet anezhan.

Genel paour a reaz enn eur c’hraou ; goude-ze, e labouraz da zervicha eur c’halvez, ha da ziveza e lèzaz kas anezhan, evel eun torfedour, da veza staget oc’h eur groaz. Falvezout a reaz d’ezhan ouc’h-penn gouzanv ar poaniou brasa, ha pa ’z edo o vont da vervel, skuilla eur c’houezen a c’hoad, beza skourjezet ha freuzet gant an taoliou, e ti Bilad ; beza dre c’hoap lakeat da roue, eur benduen enn he zourn, eur c’hoz-tamm mezer moug war he ziou-skoaz, hag eur gurunen spern war he benn. Falvezout a reaz d’ezhan beza kaset d’ar maro goloet a vez eur groaz pounner war he skoaz ha beza staget out-hi war Menez-Kalvar. Setu, kristenien ! Petra a gav d’e-hoc’h a ve mad da rei d’ezhan evit kemend-all a boaniou ? Hag ar boan eo e ve karet eun Doue en deuz great ar pez a c’helle da ober evit beza karet gant an dud ? An tad Iann Rigoleu a lavare eta gant gwirionez : « Tremen va buez a rafen, hed-da-hed, o ouela dre garantez oc’h eun Doue a zo eat d’ar maro dre garantez oc’h an dud, hag evit savetei anezho  ! »

7. — « Ne d-eo ket eun dra vihan, eun dra vad ha kaer-meurbed eo av garantez, eme zant Bernard. » Ar roue Salomon a c’halv ar garantez eur furnez hag eun tenzor braz-meurbed, o veza ma ’z eo mignoun da Zoue an hini en deuz ar gwir garantez. Ar garantez a zo ar rouanez war bep mad ha war bep furnez ; el leac’h ma vez, e teu a-bred an holl vadou all war he lerc’h ; hi eo a zo gant-ho er penn kenta, oc’h ho ren dre an hent mad hag o lakaat ac’hanomp da veza dre-z-ho unanet gwelloc’h gant Doue. Aliez e lenner er Skritur-Sakr en deuz an Aotrou-Doue karantez ouz an hini a gar anez-han, ha setu petra a ra ar garantez : lakaat a ra an ene ha Doue da veza unan ho daou. Ar garantez a re nerz da ober ha da c’houzanv pep tra evit Doue. « Ne d-euz netra, pegen diez-bennag e ve, na ve an den evit he ober, eme sant Augustin, dre nerz ar garantez. » Dre-z-hi ne skuizer morse o labourat, o veza ma kaver eaz ha didorr pep labour.

8. — Sant Krizostom a zesk d’e-omp petra ra karantez Doue enn ene. « Pa vez c’houezet, eme-z-han, tan karantez Doue enn eun ene, e krog enn-han eur c’hoant hep he bar da labourat evit an hini a zo karet ; enn hevelep doare ma kav d’ezhan ne d-eo al labourou kaleta netra e-bed da ober ; atao ema e nèc’h, o veza ne d-eo netra, a gav d’ezhan, ar pez a ra evit Doue ; neuze ma c’hellfe an den-ze mervel, mervel o labourat evit Doue, neuze hep-ken eo e ve laouen. » Dre ar garantez, an ene a c’hoar er-vad petra dal an Aotrou-Doue hag ar pez en deuz great evit an dud ; gwelet hag anaout a ra peger bihan ha pegen dister eo he labourou he-unan, e-skoaz madèlez he Zalver.

9. — Sant Fransèz av Zal a ziskouez peger braz eo fazi an dud a glask ar zantèlez er meaz euz a garantez Doue. « Darn ’zo, eme ar zant-se, hag a gred ema huela stad ar zantèlez oc’h ober pinijen ; darn all, o rei an aluzen ; ar re-man, o pedi ; ar re-ze, o tostaat aliez oc’h ar zakramantchou. Evid-oun-me, eme-z-han, ne gav ket d’in e ve stad santeloc’h e-bed eget karet Doue euz a-greiz ar galoun. » Heb ar garantez, kement mad all a zo ne d-int holl nemet evel berniou mein : evit kaout ar mad-ze eta, a zo enn-han an holl vadou all, n’hor beuz nemet en em rei holl da Zoue.

10. — An Aotrou-Doue he-unan a lavaraz eun deiz da zantez Thereza : « Kement tra a ra an dud, ma na d-eo ket great gant-ho evit plijout d’in-me, kement-se holl a zo moged ha netra. » Ha penaos ne c’hellann-me ket lakaat ar wirionez-ma doun e kaloun pep den ? Eun dra hep-ken a zo red : nan, ne d-eo ket red beza pinvidik, beza karet hag enoret, beva eaz ha dibreder, beza er c’hargou huel ha beza brudet evel tud gwisiek ha desket mad ; an dra a zo red hep-ken eo karet Doue hag ober evel a fell d’ezhan. Evit an dra-ze hep-ken ez omp bet krouet gant Doue hag ez omp dalc’het gant-han war an douar ; gant ma kerzimp êeun gant an hent-se ec’h en em gavimp ive rag-êeun er Baradoz. « Lakiit ac’hanoun, eme an Aotrou-Doue, evel eur ziel war ho kaloun ha war he tivreac’h, evit ma savo war-zu enn-oun hoc’h holl menosiou, hoc’h holl c’hoantegèsiou hag hoc’h holl labourou ; lakiit ac’hanoun war ho kaloun evit na d-aio diabarz enn-hi karantez all e-bed, nemet va c’harantez-me ; lakiit ac’hanoun war ho tivreac’h, evit na reot netra evit den nemed evid-oun-me. » Redek, nijal a rear dre an hent a gas d’ar zantèlez vrasa, pa ne glasker nemet Jezus stag oc’h ar groaz, pa ne c’hoantear plijout da zen nemet d’ezhan hep-ken.

11. — Bez’ e tleomp kaout aked da garet e gwirionez Jezus-Krist. Setu penaos ec’h anavezer ar gwir garantez. Ar garantez a zo aounik : aoun e deuz na zisplijfe da Zoue ; ar garantez a zo kalounek ha leun a fisianz e Doue : nemet e vezo gloar da Zoue, n’euz netra a gement na rafe ; ar garantez a zo kre : trèc’hi a ra ar gwall-ioulou, an temptasionou brasa, an ankeniou dounna ; ar garantez a zo sentuz : plega a ra dioc’htu ma klev mouez an Aotrou-Doue ; ar garantez a zo glan, o veza ne gar nemet Doue, ha ma kar anezhan dre ma tle beza karet ; ar garantez a zo tomm-bèro, o veza ma karfe gwelet tan karantez Doue o krègi hag o c’houeza enn holl galounou ; ar garantez a laka an ene estlammet holl hag a ra d’ezhan beza er-meaz anezhan he-unan ; gant ar garantez an ene n’ema mui e poan gant traou an douar, ha n’en deuz ken aked nemet da garet Doue hep-ken ; ar garantez a zo unvan, o veza ma stag an den oc’h Doue hag oc’h kement a fell da Zoue ; ar garantez a zo buan da huanadi : gant-hi an ene a verv gant he c’hoant da vont diwar an douar, d’en em unani gant Doue ha da garet anezhan e bro ar re euruz enn nev.

12. — Den e-bed ne ziskouez koulz hag an Abostol sant Paol petra eo ar gwir garantez ha petra a zo red da ober evit kerzet gant-hi enn hent mad. « Heb ar garantez, eme-z-han, an den ne d-eo netra, ha netra e-bed ne d-eo mad. » Ha pa ve kre a-walc’h hor feiz, evit kas meneziou euz a eur vro da eur vro all, evel a reaz sant Gregor ; ha pa rofemp hon holl vadou d’ar re baour, ha pa c’houzanvfemp beza merzeriet a galoun vad, an traou-ze holl ne dalont netra heb ar garantez ha ma na reomp ket anezho evit plijout da Zoue. Goude-ze sant Paol a ziskouez hag a zesk d’eomp petra eo ar wir garantez evit mac’h anavezimp ha ni hor beuz karantez Doue, evel ma ’z eo dleet d’e-omp he c’haout, hag ive evit deski pe seurt mad a dleomp dreist-holl da ober evit kenderc’hel da gaout ar garantez-se, ha lakaat anezhi da greski bemdez enn hor c’haloun.


Peden a Garantez


Kaloun Jezus karantezuz-meurbed, gwaz a-ze d’an hini ne gar ket ac’hanoc’h ! Marvet oc’h, o va Doue, e-kreiz ar poaniou brasa evit silvidigez an holl dud ; penaos eta e c’hellont-hi c’hoaz ankounac’haat ho madelesiou ? O va Doue, re vraz eo bet ho karantez ouz-omp, hag hor c’halounou-ni re zizanaoudeg enn ho kever ! Pec’herien ma ’z omp, sellomp oc’h Oan-Doue ; evid-omp eo e varv war ar groaz ; mervel a ra evit paea da Zoue, he Dad, ar pez a ioa dleet evit hor pèc’hejou ; mervel a ra evit beza karet gan-e-omp. Setu penaos e ped he Dad da deurel diwar-n-omp hor pèc’hejou ; ha soudi a rafemp-ni sellet goude out-han hep dont d’he garet ! O va Zalver, peger hihan eo an niver euz ar re a gar ac’hanoc’h ! Ah ! me an den reuzeudik ma ’z oun ! ponaos em beuz-me gellet tremen kemend a vloavesiou hep sonjal enn-hoc’h, hag o pec’hi ken aliez enn hoc’h enep ? O Doue, va Zalver, n’em beuz ket kemend a geuz evit ar boan a ioa dleet d’am fec’hejou evel a c’hlac’har da veza bet dizanaoudeg enn ho kever, c’houi a zo bet ouz-in ker braz ho karantez. Poaniou Jezus, gouliou Jezus, maro Jezus, karantez Jezus, deut hag iit ken doun em c’haloun na vezo mui evit ankounac’haat ac’hanoc’h, ha ma vezo flamm atao tan ho karantez enn-hi ! O va Jezus karantezuz ha mad dreist peb tra, ho karet a ran, c’houi a zo va c’harantez ha pep tra evid-oun ; ia, ho karet a ran hag ho karet a fell d’in da-viken ! N’am list ket, me ho ped, n’am list ket d’ho tilezel ha da vont da goll, grit ma vezin d’e-hoc’h hep-ken ! Dre ho maro hag ho poaniou, e pedan ac’hanoc’h da gaout truez ouz-in. Grit eta, o va Doue, ha c’houi ive he vamm zantel, Gwerc’hez Vari, va rouanez : grit ma karin Jezus-Krist, ho Map, ha ma karin ac’hanoc’h ive, c’houi a zo va mamm ha va holl fisianz. Ar pez a c’houlennan ouz-hoc’h a c’hellit da ober, grit eta, me he ped, ma c’hellin, enn eur garet ar Map hag ar Vamm, ho meuli ho daou war an douar hag er Baradoz da-viken !


————