Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 53-65)
An douar a zo eur vro el leac’h m’emaor
evit gounit madou braz d’an ene, ha setu perak
ez eo eur vro a boaniou. N’omp ket evit beza
euruz e gwirionez, nemet hep-ken enn nev a
zo hor bro ; eno eo e tiskuizimp evit mad.
Berr eo an amzer a dremenomp er bed-man,
hag an nebeud deisiou-ze a zo leun a boaniou.
Ne d-euz den war an douar na dle gouzanv
eur boan-bennag, hag eun dra red eo, d’ar re
vad koulz ha d’ar re fall, dougenn eur groaz
pe enn all. An hini a zougen he groaz kalounek,
hag heb en em glemm, a vezo salvet ; an hini
a-vad a zougen anezhi a-enep d’ezhan hag oc’h
en em glemm, siouaz d’ezhan ! a zo war an
hent da vont da goll. « Ar poaniou, hag hi
hevel, eme zant Augustin, a gas eun darn dud
zo d’ar baradoz, hag eun darn all d’an ifern.
E-kreiz fournèz ar poaniou, eme-z-han c’hoaz,
eo ec’h anavezer ar c’holo dioc’h ar greun enn
Ilis kristen. » An hini a izella he galoun, pa
gouez ar boan war-n-ezhi, hag a bleg he ene
dindan dourn Doue, hennez a zo enn-han greun
mad da vont d’ar baradoz ; evit an hini a
stourm hag a zalc’h penn oc’h Doue, enn eur
zilèzel anezhan, hen-nez a zo ar c’holo a vezo
stlapet da zèvi enn ifern.
2. — Barnet e vezo da-viken pep-hini ac’hanomp eun deiz ; mar fell d’e-omp e vemp neuze kavet mad da vont da c’hloar an nev, ez eo red d’e-omp a-raok lakaat hor buez hevel oc’h buez Jezus-Krist. Map Doue, Jezus, a zo diskennet war an douar evit deski d’e-omp, dre he skouer, gouzanv, heb en em glemm, ar c’hroasiou a den d’e-omp euz an nev. Jezus-Krist en deuz gouzanvet heb en em glemm, evit rei d’e-omp nerz da c’houzanv ive hor poaniou. Hag eur boan-bennag a zo war an douar ha n’en deuz ket bet Jezus-Krist he lod anezhi ? Ar profed Izaï a lavar eo Jezus an den diveza e-touez an dud, an den a boaniou, o veza ne d-eo bet he vuez penn-da-benn nemet poaniou stag-oc’h-stag.
3. — Evel m’en deuz great Doue, an Tad, e-kever
he Vap muia karet, evel-se Jezus a ra
ive e-kever ar re a zo karet gant-han hag a zo
he vugale. Jezus-Krist a lavaraz eun dervez
da zantez Thereza : « Gwezit er-vad, va merc’h,
an eneou a zo muia-karet gant va Zad a zo ar
re ho deuz ar gwasa poaniou war an douar. »
Rak-se ar zantez-ze a lavare, pa veze enn anken,
ne roje ket he foan evit holl vadou ar bed.
En em ziskouez a reaz,goude he maro, da unan
euz he c’hoarezed, hag e lavaraz d’ezhi e voa
braz he dudi enn nev, ha kalz brasoc’h evit ar
poaniou e devoa gouzanvet bed he buez, dre
garantez oc’h Doue, brasoc’h e voant evit kement
vad all e devoa bet great ; ma vije bet
neuze evit kaout c’hoant da zistrei war an
douar, ne vije bet, eme-z-hi, nemet evit gellout
gouzanv muioc’h a boan evit Doue, eget
ne devoa bet gouzanvet a-raok.
4. — An hini a gar Doue, hag a c’houzanv hep klemm an holl boaniou en deuz, a c’hounid e diou c’hiz evit mont d’ar Baradoz. Sant Visant a Baol a lavare e voa eur gwall-dra da eun den choum hep kaout poan e-bed er bed-man, ha c’hoaz : « An hini a zo enn eur vreuriez-bennag heb an distera poan hag a zo meulet gant an holl, ne vezo ket pell amzer hep kaout eur gwall-lamm. » Sant Fransèz-Asiz, pa veze eun dervez hed-da-hed hep kaout eur boan-bennag, a lavare en devoa aoun na vije ankounac’heat gant Doue. Sant Krizostom a lavar pa ro an Aotrou-Doue ar c’hras da unan-bennag da gaout poan, e ro eur c’hras vrasoc’h eget na ve gellout lakaat ar re varo da zont da veo, rak o c’hober ar burzudou-ze, an den a zo dleour da Zoue, e leac’h ma en em laka an Aotrou-Doue dindan dle an den er poaniou en deuz digant-han. An hini a c’houzanv hep klemm eun dra-bennag evit Doue, he garantez a ve tost da veza digollet a-walc’h evit he boan ha p‘a n’en defe digant Doue netra vad-all e-bed ken. Ar zant-man a lavare c’hoaz e kave gwelloc’h ar c’hras en devoa bet sant Paol da veza bet karget a chadennou evit Jezus-Krist, eget na doa ar c’hras da veza bet douget a spered beteg an huela euz an nevou.
5. — Ne d-euz netra kerkoulz dirak Doue hag eun ene a c’houzanv pep poan hep klemm, hag a zo atao e peoc’h hag hen e-kreiz ar c’hroasiou a den d’ezhan euz an nev. Ar garantez a laka an hini a gar da veza hevel oc’h an hini a zo karet. Sant Fransèz a Zal a lavare e klèver, euz a hep gouli hor Zalver, eur ginou o teski d’e-omp ez eo red e c’houzanvfemp hor poaniou evit-han. Gwesiègez ar zent a zo kaout poan a-leiz ha gouzanv anezho atao evit Jezus-Krist ; enn eur c’houzanv evel-d-ho e teuimp, e berr amzer, da veza sent ive. An hini a gar hor Zalver, en deuz c’hoant leiz he galoun da veza evel-d-han paour, disprizet hag e poan. Sant Iann a welaz an holl zent gwisket e gwenn ha gantho peb a vrank palmèz enn ho dourn. Ar brank palmèz-se a verk ez int merzerien, petra-bennag ne d-int ket bet merzeriet holl. Perak eta neuze ho deuz-hi holl peb a vrank palmèz ? Evit diskouez, a lavar sant Gregor, ez int bet holl merzeriet pe dre an houarn pe dre ar boan ho deuz bet gouzanvet hep klemm. Bez’ e c’hellomp eta ha bez’ e teomp beza merzeriet enn unan pe unan euz an diou c’hiz-ze.
6. — Ar mad a zo enn eun ene hag a gar Jezus-Krist, ar mad-ze a zo dioc’h ma c’hoar karet ha gouzanv poan hep klemm. An Aotrou-Doue a lavaraz da zantez Thereza : « Ha kredi a rit-hu, va merc’h, e kresk ar mad a zo enn hoc’h ene dre ar joa a danvait ? Ne ra ket, eme-z-han, ar mad ne gresk enn ene nemet dre ar poaniou hag ar garantez. Ia, va merc’h, kredit er-vad, seul-vui e viot karet gant va Zad, seul-vrasoc’h a-ze e vezo ho kroasiou. Setu va gouliou, birviken ho poaniou ne vezint ken doun ha va re-me. Kredi eta e c’hellfe den beza karet gant va Zad hep gouzanv dre garantez out-han, a zo fazia. » Santez Thereza a lavar goude : « Evit rei kaloun d’e-omp, Doue ne zigas morse anken da zen, hep digoll dioc’h-tu ar boan-ze dre eur c’hras-bennag. » Jezus-Krist en em ziskouezaz eun dervez d’ar verc’h euruz Baptista Varani, hag a lavaraz d’ezhi e roe ar grasou brasa d’ar re a ioa karet gant-han : da genta, ar c’hras da joum hep pec’hi ; d’an eil, da ober ar mad a zo eur c’hras all ; ha d’an trede, da c’houzanv ar boan dre garantez out-han, a zo eur c’hras n’euz enn tu-all d’ezhi. Dre-ze eo e lavare santez Thereza : « Pa rear eur vad-bennag evit Doue, e vezer digollet gant-han dre eur boan-bennag ive. Ar zent n’ho deveze morse poan nag anken e-bed, hep na drugarekaent Doue bep tro euz a-greiz ho c’haloun. » Sant Loiz, roue Bro-C’hall, o komz diwar-benn an amzer ma ’z edo dindan an Durked, a lavare : « Laouen oun ha trugarekaat Doue a ran muioc’h evit an nerz am beuz bet digant-han da c’houzanv va foaniou hep klemm, epad ma voan sklaf, eget n’am bije trugarekeat anezhan goude beza gounezet ar bed-holl. » Santez Elizabeth a Durinj, kaset er meaz euz he stadou gant he map, ha goude ma voe maro he fried digant-hi, dilezet gant an holl, a ieaz enn eur gouent, hag eno e lakaaz kana eun Te Deum evit trugarekaat Doue euz ar c’hras a rea d’ezhi da c’houzanv dre garantez out-han.
7. — Sant Joseph a Galasanz a lavare e voa nebeud a dra gouzanv an holl boaniou evit gounit ar Baradoz, hag ar pez a lavare a ioa hevel oc’h komzou an Abostol sant Paol. Eun dra vad e ve d’e-omp gouzanv hed hor buez an holl boaniou, an holl ankeniou ho deuz bet ar verzerien war an douar, evit gellout kaout ar baradoz ha pa ne ve nemet eur pennad hep-ken. Ha perak eta ne gemerfemp-ni ket a galoun vad ar c’hroasiou a zigas Doue d’e-omp, pa c’houzomp er-vad e vezimp euruz da-viken evit ar poaniou dister-ze hon devezo bet war an douar ? Sant Agapit, bihanik c’hoaz, e-leac’h kaout aoun rag an tirant a lakea d’ezhan eun tok-houarn ruz-glaou war he benn, a lavaraz : « Ne c’houfenn ket beza eurusoc’h eget koll va fenn er bed-man, evit ma vezo lakeat eur gurunen gaer war-n-han enn nev. » Sant Fransèz a lavare ive : « Ar mad a c’hortozan a zo ker braz ma kav d’in ez eo gant-han dudiuz va holl foaniou. » Piou-bennag a fell d’ezhan mont d’an nev, a dle stourm kalet ha gouzanv hep klemm. Ne d-euz den evit beza gopreat hep gounid he c’hobr da genta, nag evit gounid he c’hobr hep gouzanv he boan hep klemm. Ar brasa gobr a zo enn nev a vezo d’an hini en devezo gouzanvet ar muia hep klemm. Pa vez hano euz a vadou an douar, e weler an dud o tastum anezho a-skrab ha muia ma c’hellont ; evit madou an nev a-vad, ar madou-ze a bad da-viken, a-walc’h eo d’e-omp, emez-ho, nemet hor bevezo eur c’hornik er Baradoz. Pebez dallentez ! Ne d-eo ket evel-se eo e labour ar zent : laouen gant an distera tra, distag int dioc’h madou an douar ; evit kaout madou an nev a-vad e labouront hage poaniont muia ma c’hellont ; ne ehanont noz-deiz da zastum anezho. Etre an daou rumm dud-man, pere a gav d’e-hoc’h, kristenien, eo ar re fura ?
8. — Evit komz brema diwar-benn buez ar bed-man, e c’hellomp lavaret c’hoaz hep kaout aoun da fazia : an hini a c’hoar gwella gouzanv he boan heb en em glemm a zo a hent-all an den en deuz ive ar brasa peoc’h. Sant Filip Neri a lavare ne voa er bed-man purgator e-bed, ne voa enn-han nemet eur baradoz pe eun ifern ; ha gwir a lavare. Ar poaniou, an ankeniou a zo evel ma lavarfet eur baradoz evit an hini a c’hoar kemeret ha gouzanv anezho hep klemm ; eun ifern int a-vad evit an hini a glask herzel out-ho ; rak, eme zantez Thereza, an neb a grog kalounek hag a dro-vriad er c’hroasiou a den digant Doue ne c’hoar ket peger pounner int, dre ma teu nerz anezho d’ezhan. Sant Fransèz a Zal, oc’h en em gaout gwasket gant ankeniou a-leiz, a lavare : « Abaoe eun nebeut zo an traou, oc’h enebi ouz-in hag oc’h va c’has du-man ha du-hont, a ra d’in kaout eur peoc’h heb he far ; diskouez a reont d’in e vezo hep dale pell va ene unan gant Doue, hag e gwirionez va c’haloun ne c’hoanta netra e-bed muioc’h. » E peleac’h e kavfemp-ni ar peoc’h, mar d-eo direiz hor buez ha ma na d-omp ket a-unan gant Doue hep-ken, ha gant ar pez a fell d’ezhan ? Eur misioner euz an Indez oc’h harpa eun torfedour a iea d’ar maro, he-man a lavaraz : « Evel-d-hoc’h, va zad, me a zo bet gwechall enn urz m’emaoc’h ; beza e voen euruz epad mac’h heuilljoun penn-da-benn reiz va stad a vuez ; hogen, siouaz d’in ! rak-tal ma teujoun da veza laosk ha digaloun, rak-tal e kavjoun e voa diez pep tra, ha ken diez ma lesjoun ar stad-ze evit en em rei d’am zechou fall ; d’ho heul ez oun deuet ama evel a welit. D’e-hoc’h-hu, eme-z-han c’hoaz, e lavaran kement-man, evit ma vezin skouer d’ar re all ha ma teskint diwar va c’houst kerzet rag-êeun dre an hent a zo diraz-ho. » An tad Loiz Dupont a lavare : « Lakiit ez eo diez ha c’houero er vuez-man ar pez a gav d’e-hoc’h a zo c’houek ha mad, ha lakiit ez eo c’houek ha mad ar pez a gav d’e-hoc’h a zo diez ha c’houero, hag o c’hober evel-se e viot atao e peoc’h, rak dre ma kav d’e-omp ez eo mad ar pez a blij d’hor c’haloun ha dre m’hor beuz bet gwalc’h hor c’hoantegèsiou dre ar pec’hed, dre ze ive eo e choum war he lerc’h enn ene rebèchou hag a zo c’houèro-meurbed. An traou c’houero a-vad, pa vezont kemeret hep klemm ha dre garantez oc’h Doue, a den da veza c’houek-meurbed hag a garg an ene a zudi. »
9. — Kredomp er-vad, kristenien, ne d‘eo ket hor c’haloun evit kaout eur peoc’h gwirion, epad ma vezimp enn draonien-man a zaelou, nemet gouzanv hep klemm a rafemp an enkresiou hag ar poaniou, dre garantez oc’h Doue. Setu ar stad ma ’z omp lakeat gant ar pèc’hed, siouaz ! Stad ar zent war an douar a zo karet ha kaout poan ; stad ar zent enn nev a zo karet ha beza enn dudi. An Tad Paol Segneri a alie eur c’hrek e doa poaniou a-liez, da staga ar c’homzou-man oc’h treid ar groaz : evel-hen eo e kar ar galoun. Ne ket kaout poan, ar c’hoant en deuz an ene da gaout poan evit beza karet gant Doue, ar c’hoant-se eo a zo ar merk gwella evit gouzout ha ni a gar Jezus-Krist. « Petra a zo kaeroc’h, eme zantez Thereza, eget anaout mad ez omp karet gant Doue ? » Siouaz ! an darn vuia euz an dud a gren gant spount evel ma klevont hano euz ar groaz, euz a boan hag euz a enkrez. Eun ene-bennag a zo c’hoaz evelato hag a zo douget da garet kaout poan, evit gellout muioc’h a-ze plijout da Zoue ; ar vrasa kroaz evit-ho a ve choum war an douar hep kaout eur boan-bennag. « Gwelet Jezus stag oc’h ar groaz, a lavare eun ene mad, a ra d’in kaout ker kaer ar groaz, ne ven ket euruz ma ne gavfen nep poan da c’houzanv dre garantez oc’h Jezus-Krist. O karet Jezus, em beuz a-walc’h euz a bep tra, hag eul louzou mad oc’h pep poan. » Pe ali a ro hor Zalver d’an hini a fell d’ezhan mont d’he heul ? Kemeret ha dougenn he groaz. Red eo d’e-omp eta kemeret ha dougenn anezhi hep klemm, a galoun vad ha gant karantez.
10. — Ne vec’h ket evit lavaret pegement ez eo karet gant Doue an den a zo izel he galoun, hag evelato a grog gant karantez hag hep klemm er c’hroasiou a den d’ezhan euz an nev. Sant Ignas a lavare ne d-euz koat e-bed a gement a ve gwelloc’h da zigas ha da zerc’hel karantez Doue enn ene, evit na d-eo koat ar groaz : da lavaret eo e tleer karet Doue e-kreiz ar poaniou brasa. Santez Jertrud a c’houlennaz eun deiz oc’h an Aotrou-Doue petra voa ar gwella tra a c’hellje da rei d’ezhan. « Gouzanv hep klemm, va merc’h, eme-z-han, an holl boaniou a c’hoarvez gan-e-hoc’h. » Servicherez vad an Aotrou-Doue, Viktoria Angelini, a lavare e voa gwelloc’h eun dervez tremenet er poaniou eget na voa kant vloaz oc’h ober ar brasa mad, hep kaout poan e-bed. An tad Iann Avila a lavare ive e voa gwelloc’h ar c’homzou-ma : « Doue, ra vezo meulet ! » lavaret pa vez anken eget na d-eo kant bennoz lavaret e-kreiz an eurusded vrasa. Mac’h anavesfe an dud petra dalv ar poaniou, e vent gwelet o klask laerez an eil diwar goust egile an dro da c’houzanv evit Doue. Santez Mari Madalen a Bazzi a gare kement ar poaniou, ma voa gwelloc’h gant-hi beva pell amzer war an douar eget mervel ha mont d’an nev, o veza, eme-z-hi, ne d-euz poan e-bed er Baradoz.
11. — Ar pez a glask hep-ken eun ene en deuz karantez Doue eo beza unan gant-han ; hogen, evit gellout dont da veza er c’hiz-se unan gant Doue, selaouomp ar pez a lavar santez Katharina a Jèn. « Evit beza unan gant Doue, eme-z-hi, ez eo red tremen dre fournèz ar boan ; er fournèz-se, Doue a gas da netra kement tra fall a zo enn-omp. » Dre-ze eta, beza goapeat ha disprizet, beza klanv ha dilèzet gant hor c’herent hag hor mignouned ; beza temptet ha goloet a vez, enn eur ger, gouzanv kement poan ha dismeganz zo a zo red d’e-omp evit kaout an dro da stourm ouz-omp hon-unan, ha gellout evel-se beza treac’h d’hon tèchou fall ha mouga, grisiou hag all, c’hoantegesiou direiz hor c’haloun. Ia, ken na vezo tennet an holl grisiou fall euz hon ene, bete neuze ne vezimp unan gant Doue, o kaout mad ar poaniou hag o c’houzanv anezho dre garantez oc’h Jezus.
12. — Diwar an traou-ze holl e c’hellomp lavaret, pa fell d’eur galoun en em rei holl da Zoue, e tle, evel a zesk d’e-omp sant Iann ar Groaz, klask kaout poan gant pep tra er bed-ma, ha kemeret laouen kement a c’hoarvez gant-hi a-enep ; mar bez ar poaniou-ze karet gant an ene, e vezint dre-ze kavet mad dirak Doue. Salomon ar Fur a lavar ez eo gwelloc’h eun den hag a c’hoar gouzanv he boan hep klemm, eget eur brezeller kalounek. Doue a gar an hini a gastiz he gorf dre ar iuniou hag ar zilis, o veza ma tiskouez ez eo eun den a galoun, oc’h en em gastiza evel ma ra ; evelato, e kar muioc’h an hini a c’hoar gouzanv hep klemm hag a zo bepred laouen dindan ar c’hroasiou a deu d’ezhan a zourn Doue. Sant Fransèz a Zal a lavare ez eo gwelloc’h ar boan hag an diezamant a deu d’e-omp digant Doue, eget ar re a gemeromp ac’hanomp hon-unan. Pa deu ar boan war-n-omp, hep na vezomp war geal anezhi, seul-welloc’h a-ze eo dirak Doue, ha seul-talvoudekoc’h d’an ene. Santez Thereza a gred e talv muioc’h eun dervesiad poan deut aberz Doue pe aberz an dud, eget dek vloasiad kastiz a gemeromp hon-unan. Santez Mari-Madalen a Bazzi a anzave ne voa ket eur boan er bed-man, peger braz bennag e c’hellje beza, ha ne divije gouzanvet laouen, gant ar greden e vije a-berz Doue ; hag e gwirionez, epad eur boan galet e devoe pemp bloaz hed-da-hed, ne voa nemet digas d’ezhi da zonj e voa a-berz Doue, evit gwelet dioc’h-tu ar peoc’h o tont enn he ene, nec’het a-raok. Evit gellout gounit an Aotrou-Doue, an tenzor-ze braz-meurbed, ez eo nebeud a dra, eme an Tad Duraso, gouzanv n’euz forz pe boan.
13. — Pedomp eta an Aotrou-Doue, evit ma vezimp kavet mad da gaout he garantez, rak mar karomp anezhan evel ma ’z eo dleet, holl vadou an douar a vezo diraz-omp evel moged ha netra, hag hor brasa dudi neuze a vezo kaout poan hag enkrez. Setu petra lavar sant Krizostom euz eun ene a zo en em roet holl da Zoue : « Pa vez deut an den a-benn da gaout eur gwir garantez oc’h Doue, e kav d’ezhan ema he-unan war an douar ; ne ra mui van euz a c’hloar nag euz a vez, fae a ra war an temptasionou hag ar poaniou, ha koll a ra ar vlaz hag ar c’hoant euz a gement-zo ; ne gav harp na peoc’h e nep leac’h, ne baouez atao da glask an hini a zo karet gant-han. An den-ze, o labourat pe o tibri, dihun pe gousket, e kement tra a ra hag a lavar, atao hag e pep lea'c’h, he spered a zo troet war-zu he vuia-karet, rak ar galoun ne deuz ehan e-bed ken na vez el leac’h m’ema he zenzor. »
O va Jezus, va zenzor ha va c’harantez, va fec’hejou tremenet a dlefe pellaat ac’hanoun dioc’h ho karantez. Evelato, o va Doue, ho peuz lakeat ac’hanoun, dre ho maro, da gaout perz enn ho karantez ; grit, me ho ped, ma karin ac’hanoc’h dreist kement tra a zo, ha ma ’z aio doun em c’haloun ar c’halc’har hag ar c’heuz am beuz da veza gwechall ho tisprizet hag ho kaset er meaz euz va ene, dre ar pèc’hed. Evit brema, ho karan muioc’h eged-oun va-unan ; ho karet a ran euz a greiz va c’haloun, c’houi ar mad dreist pep mad ; ho karet a ran ha c’hoant am beuz d’ho karet gant eur gwir garantez ; brema n’em beuz ken aoun nemet da goll ho karantez. Va Doue ha va Zalver, grit, me ho ped, mac’h anavezin petra oc’h, mac’h anavezin bete pegeid ez eo eat ho karantez em c’hever, evit ma vezo red d’in karet ac’hanoc’h da virviken. Mirit ouz-in da veza dizanaoudek hiviziken enn ho kever ; evit kemend-all a vadèlez ho peuz bet evid-oun, nemet re zizanaoudek ne d-oun bet beteg-hen, siouaz ! Ne fell mui d’in ankounac’haat na dilèzel ac’hanoc’h endra vevin ; bez’ e fell d’in ho karet ha plijout d’e-hoc’h da virviken. O va Jezus ha va c’harantez, roit nerz d’in, astennit ho tourn da eur pèc’her paour a fell d’ezhan ho karet ha beza d’e-hoc’h evit mad.
Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz, pa ra ho Map, Jezus, kemend a lavarit d’ezhan da ober, pedit-hen evid-oun ha grit m’am bezo digant-han ar c’hras d’he garet bete mervel !